Skol Ober : diforc'h etre ar stummoù
Peuzklokaet, nevesaet al liamm war-du Skol Ober. |
Fazi kodiñ H3. |
||
Linenn 37: | Linenn 37: | ||
*''Skol an trede derez'' |
*''Skol an trede derez'' |
||
*''Kentelioù brezhoneg'' |
*''Kentelioù brezhoneg'' |
||
==Live 6== |
===Live 6=== |
||
Ul levr hepken : |
Ul levr hepken : |
||
*''Troidigezhioù'', ennañ skridoù lennegel gallek klasel bet dibabet gant Frañsez Kervella da dreiñ e brezhoneg. |
*''Troidigezhioù'', ennañ skridoù lennegel gallek klasel bet dibabet gant Frañsez Kervella da dreiñ e brezhoneg. |
Stumm eus an 18 Her 2015 da 15:19
Skol Ober zo ur gevredigezh hag a ro kentelioù brezhoneg dre lizher.
Krouet e oa bet e 1932 e Douarnenez gant Marc'harid Gourlaouen, ha renet e oa bet ganti e-doug 40 vloaz. Vefa de Bellaing da gentañ-penn ha Riwanon Kervella a gemeras he fenn da-c'houde.
Digor eo kentelioù Skol Ober d'an holl dud a fell dezho kregiñ da studiañ pe wellaat o brezhoneg. Bez' e c'heller kregiñ pa garer.
Ar skoliad(ez) a gas (e/he) labour skrivet da reizhañ pa fell (dezhañ/dezhi). Difaziañ, reiñ alioù hag evezhiadennoù eo kefridi ar gelennerien (ar c'helennerezed).
Gant ur 80 den a-youl-vat bennak e vez reizhet ar poelladennoù. Un darn anezho a c'hell difaziañ ar poelladennoù dre bostel.
Skolidi zo n'hellont ket kaout kentelioù en o skol ; o labour a c'hell bezañ notennet pa vez a-du renerezh ar skol.
Skol Ober zo ezel eus ar gevredigezh Kuzul ar Brezhoneg (krouet e 1958) a vod kevredigezhioù gouestlet da zifenn ar brezhoneg.
Embannet ez eus bet levrioùigoù gant Skol Ober evit o c'hentelioù ivez, da skouer dornlevrioù kembraeg hag iwerzhoneg.
Liveoù e brezhoneg
C'hwec'h rummad a ya da sevel ar c'helc'hiad studioù dre Skol Ober. Levrioù-deskiñ zo evit pep hini anezho.
Live 1
Evit kregiñ gant ar brezhoneg e c'hall an dud dibab unan eus an hentennoù mañ :
- Herve ha Nora, levrenn I, gant Armañs ar C'halvez
- Brezhoneg buan hag aes, gant Pêr Denez
- Ni a gomz brezhoneg, gant Mark Kerrain
- Le breton sans peine, levrenn I, gant Divi Kervella
Live 2
Da zibab zo evit kenderc'hal da zeskiñ ar yezh :
- Herve ha Nora, levrenn II
- Hent nevez d'ar brezhoneg, gant Frañsez Kervella
- Le breton sans peine, levrenn II
Live 3
Ul levr-studi hepken :
- Ur voutailh war an traezh, gant Mark Kerrain
Live 4
Ul levr-studi hepken ivez :
- Mont war-raok gant ar brezhoneg, gant Pêr Denez
Live 5
Da zibab zo etre daou levr :
- Skol an trede derez
- Kentelioù brezhoneg
Live 6
Ul levr hepken :
- Troidigezhioù, ennañ skridoù lennegel gallek klasel bet dibabet gant Frañsez Kervella da dreiñ e brezhoneg.