Diforc'hioù etre adstummoù "Henc'hresianeg"

Sauter à la navigation Sauter à la recherche
6 okted ouzhpennet ,  13 vloaz zo
Diwanet eo ar strolladoù bras a rannyezhoù war-dro 1100 kent J.K., da vare aloubadegoù an Dorianed sañset. Kavout a reer roudoù skrivet resis anezhe adalek an VIIIvet kantved kent J.K.
 
Gresianed an henamzer o-unan a soñje dezhe e oa teir rann vras en o fobl : an Dorianed, an Eolianed hag Ioniz (Ateniz en o zouez). Bep a rannyezh disheñvel a gomzent. Ma lakaer a gostez an arkadieg, ur rannyezh divrud eus menezioù ar Peloponnesos hag ar c'hiprenezeg, gwall bell diouzh kreiz ar bed gresian, ez eo heñvel a-walc'h ar rannidigezh-se eus ar poblañsoù hag eus ar rannyezhoù ouzh disoc'hoù an enklaskoù graet nevez zo en [[arkeologouriezh]] hag e [[yezhoniezh]].
 
 
 
Peurliesañ, pa gomzer eus an henc'hesianeg e komzer eus rannyezh [[Aten (Henamzer)|Aten]], ur rannyezh eus ar strollad ionian-hag-attek. An atteg, anv ar rannyezh-se, eo ar yezh bet implijet evit skrivañ ar pep brasañ eus al [[lennegezh c'hresian]] klasel. Da-heul aloubadegoù [[Aleksandr Veur]] hag ar meskad gresianed a orin diheñvel a voe, e kreskas implij ar ''c'h/koinè'', kenyezh (hemañ eo ster an anv-gwan ''koinos'') diwanet diwar meur a rannyezh eus ar strollad ionian-hag-attek. Implijet e veze en arme hag er melestradur ha desket e veze gant annezidi ar broioù aloubet, ar varc'hadourien, ha kement zo. Dont a reas evel se da vezañ ''lingua franca'' an [[henamzer]], war un dro gant al [[latin]]. ar ''c'hoine'' a zeuas da vezañ [[yezh ofisiel]] [[impalaeriezh roman ar reter]]. Diwezhatoc'h e emdroas a-nebeudoù evit dont da vezañ ar [[gresianeg]] a-vremañ.
 
 
 
== Doareoù skrivañ ==
11 541

modification

Lañser merdeiñ