Alfred Tennyson : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn, brezhoneg e-lec'h saozneg
Lec'hiañ gwelloc'h ar skeudenn
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Alfred Tennyson..jpg|thumb|200px|Alfred Tennyson, poltredet gant P. Krämer-Friedrich [[Hugo Bruckmann|Bruckmann]].]]
'''Alfred Tennyson''' (1809–1892) zo ur barzh saoznek. [[Barzh Ofisiel ar Rouantelezh]] (''Poet Laureate of Great Britain and Ireland'') e voe e-pad an darn vrasañ eus ren ar [[Rouanez Victoria]] hag ur barzh saoznek brudet bras.<br />
'''Alfred Tennyson''' (1809–1892) zo ur barzh saoznek. [[Barzh Ofisiel ar Rouantelezh]] (''Poet Laureate of Great Britain and Ireland'') e voe e-pad an darn vrasañ eus ren ar [[Rouanez Victoria]] hag ur barzh saoznek brudet bras.<br />
Pezhioù-c'hoari a savas ivez met ne reas ket berzh gante.
Pezhioù-c'hoari a savas ivez met ne reas ket berzh gante.
Linenn 16: Linenn 17:
** ''[[Mariana (poem)|Mariana]]''
** ''[[Mariana (poem)|Mariana]]''
* ''[[Lady Clara Vere de Vere]]'' (1832)
* ''[[Lady Clara Vere de Vere]]'' (1832)
* ''Poems'' (1833):
* ''Poems'' (1833):[[File:Alfred Tennyson..jpg|thumb|right|200px|Alfred Tennyson, poltredet gant P. Krämer-Friedrich [[Hugo Bruckmann|Bruckmann]]]]
** ''[[The Lotos-Eaters]]''
** ''[[The Lotos-Eaters]]''
** ''[[The Lady of Shalott]]'' (1832, 1842) – gant ar pezh-se e voe awenet al livour [[J.W. Waterhouse]] (1888, 1894 ha 1916). Kanet gant [[Loreena McKennitt]] en hec'h albom ''The Visit'' (1991).
** ''[[The Lady of Shalott]]'' (1832, 1842) – gant ar pezh-se e voe awenet al livour [[J.W. Waterhouse]] (1888, 1894 ha 1916). Kanet gant [[Loreena McKennitt]] en hec'h albom ''The Visit'' (1991).

Stumm eus an 25 Mae 2014 da 17:18

Alfred Tennyson, poltredet gant P. Krämer-Friedrich Bruckmann.

Alfred Tennyson (1809–1892) zo ur barzh saoznek. Barzh Ofisiel ar Rouantelezh (Poet Laureate of Great Britain and Ireland) e voe e-pad an darn vrasañ eus ren ar Rouanez Victoria hag ur barzh saoznek brudet bras.
Pezhioù-c'hoari a savas ivez met ne reas ket berzh gante.

Bommoù pe frazennoù gantañ a vez dibunet aes gant saoznegerien, evel "Nature, red in tooth and claw", "'Tis better to have loved and lost / Than never to have loved at all", "Theirs not to reason why, / Theirs but to do and die", "My strength is as the strength of ten, / Because my heart is pure", "To strive, to seek, to find, and not to yield", "Knowledge comes, but Wisdom lingers", pe "The old order changeth, yielding place to new".

E vuhez

Tennyson a oa ganet e Somersby, e Lincolnshire. E dad, George Clayton Tennyson (1778–1831), a oa person (anglikan) eno, en devoa 12 bugel, hag Alfred e oa ar pevare.[1] Troet e oa an tad gant an arz, livañ ha seniñ a rae. Ne oa ket paour, ha kas a rae e vugale d'an aod e-pad an hañv, da Mablethorpe pe Skegness, en arvor reter Bro-Saoz. E vamm, Elizabeth Fytche (1781–1865), a oa merc'h d'ar beleg Stephen Fytche (1734–1799), kure St. James Church, Louth (1764) ha person Withcall (1780), ur gêriadennig etre Horncastle ha Louth. Evezh a daole an tad ouzh deskadurezh e vugale. Alfred ha daou eus e vreudeur a skrive barzhoniezh pa oant krennarded, ma voe embannet un dastumad eus o oberennoù pa oa 17 vloaz. Unan anezho, Charles Tennyson Turner, a zimezas da Louisa Sellwood, c'hoar yaouank da zanvez pried Alfred; Frederick Tennyson. Ur breur all, Edward Tennyson, a voe kaset da di ar re foll.

"The Garden at Somersby Rectory" gant W. E. F. Britten, tennet eus levr 1901, The Early Poems of Alfred, Lord Tennyson.


Oberennoù


E brezhoneg

  • ..., ha sed amañ pehini: ldyllis of the King, gant Tennyson, (emañ c'hoazh amañ e Krec'h Eliez al levrig-se, mastaret ar pajennoù anezhañ gant kaoc'h kelien ha duet gant ar moged). Va zammig Buhez, gant Jarl Priel, pajenn 70

Notennoù

  1. Alfred Lord Tennyson: A Brief Biography, Glenn Everett, Associate Professor of English, University of Tennessee at Martin
  2. Vision of Sin
  3. Poetryloverspage.com
  4. Alfred Lord Tennyson (1899) e-barzh Hallam Tennyson, The life and works of Alfred Lord Tennyson [1] Macmillan, 1899, p.261-263.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.