Carlota Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 40: Linenn 40:
==He bugale==
==He bugale==
Nav bugel he doe, c'hwec'h merc'h ha tri mab (daou a voe rouaned Portugal).
Nav bugel he doe, c'hwec'h merc'h ha tri mab (daou a voe rouaned Portugal).
# e [[1793]] [[Maria Teresa de Bragança]].
# e [[1793]] [[Maria Teresa de Bragança]],
# e [[1795]] Francisco António Pio.
# e [[1795]] Francisco António Pio.
# e [[1797]] Maria Isabel.
# e [[1797]] Maria Isabel.

Stumm eus an 5 Ebr 2014 da 03:36

Ar rouanez Carlota Joaquina Teresa de Borbón

Carlota Spagn, pe Carlota Joaquina de Borbón e spagnoleg, Carlota Joaquina Teresa Cayetana de Borbón y Borbón hervez hec'h anv ofisiel (1775-1830), a oa un infantez spagnol, rouanez Portugal hag impalaerez Brazil.

He buhez

Ganet e oa d'ar 25 a viz Ebrel 1775 e Palez Aranjuez. Merc'h henañ Carlos IV, roue Spagn, hag e bried Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma e oa.

Dimeziñ

Dek vloaz e oa e 1785, pa voe dimezet da João (1767-1826), eil mab Pedro III, roue Portugal, ha Maria Iañ. Ne voe sevenet eured João ha Carlota nemet d'an 9 a viz Genver 1790, pa oa-hi 15 vloaz, e Lisboa. Ur briñsez lorc'hus ha feuls e oa anezhi. Vil ha bihan e oa, hep bout korrez avat.

Rouanez

Mab henañ ar roue, José, an hini a oa da vout roue, met mervel a reas e 1788. Ha setu neuze João, pried Carlota, da bennhêr kurunenn Portugal, hag anvet da briñs Brazil ha da 17vet dug Braganza. Entre 1788 ha 1816 e veze graet priñsez Brazil eus Carlota.

Dre ma oa troet foll ar rouanez goude marv he fried ha hini he mab, e voe anvet João da rejant adalek 1792. E lez Lisboa e krogas Carlota da voutañ he fri en aferioù ar stad ha da glask levezoniñ he fried rejant. Kement-se avat a zisplije kenañ da noblañsed Portugal, ha d'ar bobl a gleve o c'hlemmoù.

Iriennañ a reas Carlota da glask diskar he fried roue evit bezañ lakaet da rouanez ur rouantelezh a vodje Brazil ha Portugal. E 1806 e tizoloas João VI edo Carlota Joaquina o klask aozañ un taol er palez da gemer ar galloud. Neuze e voe kaset kuit eus Palez Mafra, ha kaset da chom, dindan evezh, da balez Queluz, nepell eus Lisboa.



E Brazil

Ar rouanez Carlota gant he fried roue.

En amzer-se e oa Spagn dindan dreid gant armeoù Napoleone Buonaparte, hag ar rouaned Carlos IV, he zad, ha Fernando VII, he breur, a oa prizoniet e Bro-C'hall.


E 1807 e voe aloubet Portugal gant ar soudarded c'hall. E-keit-se edo Carlota e Brazil o klask dastum en he dorn holl zouaroù Spagn en Amerika, dre ma kave dezhi e oa pennhêrez he zad prizoniad.


He mennad e oa kas un armead vrazilian da aloubiñ Buenos Aires ha hanternoz Arc'hantina. Siwazh dezhi ne deuas a-benn nemet da gemer lez hanternoz aber ar Rio de la Plata, a chomas en Impalaeriezh Brazil betek en 1822, hag anvet Cisplatina. Ar vro-se en em zistagas en 1828 da vezañ Republik Uruguay.

Fellout a reas dezhi lakaat he niz ha mab-kaer, Pierre-Charles de Bourbon, infant Spagn, da ren en Amerika spagnol, diac'hub diouzh ar vetropolenn, dalc'het gant Bro-C'hall. Evit se e klaskas skoazell an amiral Sidney Smith, komandant listri saoz kaeet e porzh Rio[1].

He bugale

Nav bugel he doe, c'hwec'h merc'h ha tri mab (daou a voe rouaned Portugal).

  1. e 1793 Maria Teresa de Bragança,
  2. e 1795 Francisco António Pio.
  3. e 1797 Maria Isabel.
  4. e 1798 Pedro de Alcântara, a voe Pedro Iañ Brazil (ha Pedro IV Portugal)
  5. e 1800 Maria Francisca de Assis.
  6. e 1801 Isabel Maria.
  7. e 1802 Miguel, a voe Miguel Iañ Portugal.
  8. e 1805 Maria de Assunção.
  9. e 1806 Ana de Jesus Maria.

He marv

Mervel a reas e 1830 e palez Queluz, e Sintra, e Portugal.

Notennoù

  1. Jean-François Labourdette, Histoire du Portugal, éd. Fayard, p. 496.