Ready-made : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot : O kemmañ en:Found art e en:Found object; Kemm dister
D Bot: Migrating 20 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q572916
 
Linenn 25: Linenn 25:
[[Rummad:Arz arnevez]]
[[Rummad:Arz arnevez]]
[[Rummad:Arzoù an XXvet kantved]]
[[Rummad:Arzoù an XXvet kantved]]

[[als:Objet trouvé]]
[[ca:Art trobat]]
[[da:Readymades]]
[[de:Objet trouvé]]
[[en:Found object]]
[[es:Arte encontrado]]
[[fi:Readymade]]
[[fr:Ready-made]]
[[he:רדי מייד]]
[[hu:Ready-made]]
[[hy:Ռեդի-մեյդ]]
[[id:Kesenian dari Barang Bekas]]
[[it:Ready-made]]
[[ja:レディ・メイド]]
[[nl:Readymade]]
[[no:Objet trouvé]]
[[pl:Ready-made]]
[[pt:Ready-made]]
[[ru:Реди-мейд]]
[[sv:Ready-made]]

Stumm red eus an 4 Ebr 2013 da 16:49

Ready-made a reer eus kement objed bet dibabet gant un arzour ha lakaet da oberenn arzel gantañ. Ar re gentañ a voe krouet gant Marcel Duchamp, ha meur a arzour en deus implijet an teknik-se war e lerc'h. Roue de bicyclette (1913) eo ar ready-made kentañ bet savet gant Marcel Duchamp, daoust ma rae ready-made skoazellet anezhi. Fontaine, savet gantañ e (1917) a voe ar ready-made brudet kentañ. En ur brezegenn a zistagas er Museum of Modern Art e 1961 e lavaras Duchamp e oa hervezañ daou seurt ready-made : ar re skoazellet (ready-made aided), ma ouzhpenne un draig bennak hag ar re gemm-ouzh-kemm (reciprocal ready-made), da ziskouez an diforc'h a zo etre un oberenn arzel hag ur ready-made (implijout ul livadur gant Rembrandt da daol da feriñ, da skouer).

Fontaine, 1917, Marcel Duchamp

Sevel un oberenn ready-made a dalvez kement ha mont a-enep da reolennoù diazez an arzoù evel ar barregezhioù (da livañ, da skouer), ar fil, hag ar pezh a dalvez sevel un oberenn. Gant ar ready-made ez eo trawalc'h envel ha lakaat war ziskouez. Dibab un dra, degas kemmoù d'ar gendestenn ha da statud an traoù eo perzhioù nemeto an arzourien a sav oberennoù ready-made. Trawalc'h eo dezho lavarout un oberenn arzel eo. Sevel ur ready-made a dalvez ivez ez eo pouezusoc'h ar mennozh evit an oberenn hec'h-unan : Duchamp a lakaas Fontaine (1917) da vezañ brudet dre dapout luc'hskeudennoù anezhi, padal e oa bet kollet an oberenn orin. Pa ziskouezas anezhi en-dro er bloavezhioù 1960 e tiskouezas eilskeudennoù nemetken.

Duchamp a lavaras ivez ne oa netra kenedus en e oberennoù ready-made met kentoc'h digasted. Oberennoù ready-made a voe savet ivez gant arzourien dada evel Man Ray, Kurt Schwitters pe Francis Picabia, har arzourien al luskad dreistgwirvoudel.

Arzourien bet levezonet gant oberennoù ready-made Duchamp :