Tracey Emin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tracey Emin e 2007
My Bed, gant Tracey Emin (1999

Tracey Emin (3 a viz Gouere 1963 e Croydon, Surrey) zo un arzourez saoz ezel eus al luskad Young British Artists.

En em vrudet eo a-drugarez da zaou zarvoud : reuz a savas e-pad un abadenn skinwel war Channel 4 e 1997 dre ma oa mezvez, ha reuz a savas adarre e 1999 pa c'hounezas Priz Turner evit he staliadur anvet My Bed : he gwele e oa, digempenn ha lous abalamour m'he devoa tremenet meur a sizhunvez warnañ oc'h evañ, o vutuniñ, o tebriñ, o kaout darempredoù revel hag o kousket , gronnet a lastez a bep seurt, en o zouez togoù-pich bet implijet ha dilhad-dindan mastaret gant gwad.

Ouzhpenn aozañ staliadurioù e sav tresadennoù, videoioù, taolennoù, dilhad, luc'hskeudennoù ha kizelladurioù.
Degemeret e voe er Royal Academy of Arts (Londrez) e miz Meurzh 2007.