Joseph Beuys
Joseph Heinrich Beuys (12 a viz Mae 1921 e Krefeld - 23 a viz Genver 1986 e Düsseldorf) a oa un arzour alaman. Sevel a reas tresadennoù, livadurioù, delwennoù, taolioù-kaer, staliadurioù, oberennoù video ha kelennadurioù war an arzoù. Politikel-tre eo e oberennoù. Prederiañ a reas war an denelouriezh, an ekologiezh hag ar sokiologiezh. Gantañ e voe krouet ar c'hizellañ sokial hag a zo par d'un oberenn arzel hollek (neb a gar a zo arzour), dre ma'z eo diazezet war ar gevredigezh hag ar politikerezh. Tud zo a gav ez eo a dalvoudegezh e labour, re all ne gavont ket. Gwelet e vez memestra evel unan eus arzourien bouezusañ arz fin an XXvet kantved. Peurliesañ e vez keñveriet e labour gant hini arzourien al luskad Fluxus.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Beuys a c'hoarias gant istor e vuhez : lavarout a reas e oa bet ganet e Kleve, ha n'eo ket e Krefeld. Er bloavezhioù 1930 e tizoloas skeudennoù delwennoù gant Wilhelm Lehmbruck, hag evel-se e teuas c'hoant dezhañ da vezañ kizeller. E 1940 e tapas kaout e Abitur dres a-raok bezañ degemeret da levier karr-nij en arme-aer. P'edo o leviañ ur c'harr-nij e talbenn Rusia e-pad an Eil Brezel-Bed ez eas da flastrañ e Krimea. War a seblant e vije bet sikouret gant ur bagad soudarded alaman ha kaset d'an ospital. Met Beuys a lavaras e oa bet dastumet gant kantreerien dartar o dije roet mel dezhañ. Ur wech pareet e vije dihunet gant ur gwiskad druzoni warnañ, ha gant pallennoù feltr tro-dro dezhañ. An holl draoù-se o dije sikouret anezhañ da dreuzvevañ, ha setu perak en dije implijet an danvezioù-se en e oberennoù. Diwar e wallzarvoud e Krimea eo e savas holl e oberenn, a reas mojenn hiniennel anezhi. Goude an Eil Brezel-Bed e voe unan eus arzourien vrudetañ al luskad Bewegung. E-pad ouzhpenn tregont vloaz e savas a bep seurt oberennoù : tresadennoù, livadurioù, delwennoù hag e tistagas meur a brezegenn (Londrez, Düsseldorf, Brusel, Pariz, New York). Kelenner e voe ivez e Düsseldorf etre 1961 ha 1972.
Danvezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar 1964 ec'h implijas Beuys an danvezioù en doa meneget pa oa c'hoarvezet e wallzarvoud : feltr (da wareziñ diouzh ar yenijenn), druzoni (da aroueziñ an tommder hag an energiezh), mel, koar, douar, amann, loened marv, poultrenn, tammoù ivinoù ha blev.
An arzoù evel raktres-buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dibar eo oberenn Beuys : ouzhpenn diazezañ holl e oberenn war e vuhez (ar pezh ne oa ket bet graet c'hoazh d'ar mare-se) e klaskas lakaat e oberenn da vezañ ur raktres-bezañs. Un dudenn (a veze gwisket bepred gant ur jiletenn hag un tog) a voe ijinet gantañ hag a gemeras perzh e meur a raktres : kelenner e skol arzoù-kaer Düsseldorf, krouet Deutsche Studenten Partei e 1966, krouer ar Skol-veur dieub etrebroadel (manifesto 1972) hag obererezhioù politikel ha sokial liesseurt. Godisus e chome memestra hag an dra-se a voe rebechet outañ. Rebechet e voe ivez outañ tu kevrinek e oberennoù, an doare ma'z implijas an Istor (an Eil Brezel-Bed a zo unan eus temoù e oberennoù) ha dreist-holl an doare m'en em azeule e-unan.
An delwennoù sokial
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Beuys e voe ijinet an delwennoù sokial o fal lakaat ar gevredigezh da vezañ reishoc'h. Hervezañ e c'hall neb a gar bezañ arzour ha ma'z implije an dud o spered-krouiñ e vefent dieub.
Diskouezadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Documenta 1964, 1972, 1977, 1982, 1987
- Diskouezadeg daouvloaziek Venezia, 1975
- Diskouezadeg daouvloaziek Pariz, 1971
- MASS MoCA
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hiltrud Oman, Joseph Beuys. Die Kunst auf dem Weg zum Leben, Heyne, 1998(ISBN 3-453-14135-0)
- Bernard Lamarche-Vadel, Joseph Beuys. Is it about a bicycle?, Marval – Diskouezva Beaubourg - Sarenco-Strazzer, 1985
- Alain Borer, Joseph Beuys. Un panorama de l’œuvre, La Bibliothèque des Arts, 2001
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Free International University Amsterdam
- Joseph Beuys : a brief biography
- Joseph Beuys Archives
- Dielloù diwar-benn Joseph beuys war lec'hienn diskouezva Hus
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |