Askorn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: new:क्वँय्
bet ouzhpennet ul liamm hag ur rummad
Linenn 1: Linenn 1:
Un '''askorn''' ([[liester]] : '''eskern''') a zo unan eus ar pezhioù danvez kalet-tre ha dibleg a ya d'ober ur [[framm]] e [[korf]]où ar [[mellkeineg]]ed. Ar [[skeledenn]], pe ar c'horf-eskern, eo an anv a vez graet ouzh hollad an eskern staget warnañ an elfennoù gwak evel ar [[kigenn|c'higennoù]], ar [[flugez]] hag an [[empenn]] (hemañ enklozet e [[klopenn|boest ar c'hlopenn]]).
Un '''askorn''' ([[liester]] : '''eskern''') a zo unan eus ar pezhioù danvez kalet-tre ha dibleg a ya d'ober ur [[framm]] e [[korf]]où ar [[mellkeineg]]ed. Ar [[skeledenn]], pe ar c'horf-eskern, eo an anv a vez graet ouzh hollad an eskern staget warnañ an elfennoù gwak evel ar [[kigenn|c'higennoù]] dre ar [[stirennoù]], ar [[flugez]] hag an [[empenn]] (hemañ enklozet e [[klopenn|boest ar c'hlopenn]]).


Studi an eskern eo an [[askornouriezh]].
Studi an eskern eo an [[askornouriezh]].
Linenn 35: Linenn 35:


[[Rummad:Askornouriezh]]
[[Rummad:Askornouriezh]]
[[Rummad:Korfadurezh]]


[[af:Been]]
[[af:Been]]

Stumm eus an 18 Meu 2013 da 15:13

Un askorn (liester : eskern) a zo unan eus ar pezhioù danvez kalet-tre ha dibleg a ya d'ober ur framm e korfoù ar mellkeineged. Ar skeledenn, pe ar c'horf-eskern, eo an anv a vez graet ouzh hollad an eskern staget warnañ an elfennoù gwak evel ar c'higennoù dre ar stirennoù, ar flugez hag an empenn (hemañ enklozet e boest ar c'hlopenn).

Studi an eskern eo an askornouriezh.

Eskern an dorn

Rolloù an eskern

Liesseurt eo rolloù an eskern :

  • gwareziñ : gwareziñ a reont an organoù er c'horf, evel ar c'hlopenn a warez an empenn, pe ar c'hostezennoù a warez ar galon hag ar skevent.
  • frammañ : gante e chom ar c'horf en e dalc'h.
  • fiñval : ur c'henlabour zo etre an eskern, kigennoù ar skeledenn, ar stirennoù, ar stagelloù hag ar c'houbloù evit krouiñ fiñvadennoù.
  • treuzkas ar son
  • produiñ gwad : ar mel-askorn, en eskern hir, a brodu kelligoù ar gwad.
  • stokañ danvezennoù meinel, dreist-holl kalkiom ha fosfor
  • stokañ faktorioù kreskiñ
  • stokañ druzoni
  • kempouez trenkenn-bazenn
  • digontammiñ


Danvez

Gant raz eo graet an eskern evit reiñ o c'haleter hag o fetister ken e c'hellint dougen pouez ar c'horf, ur pouez a c'hell bezañ kaset war un nebeut anezho evel eskern an treid pa ya an den pe al loen war e sav. Koulskoude ez eus ul lodenn gleuz e diabarzh an eskern e-lec'h ma emañ mel an eskern.



Troiennoù

  • Gortoz an askorn (gortoz ma vo marv un den evit kaout e hêrezh, da skouer)
  • Ober bleud gant eskern un den bennak (kalkennata pe gunujenniñ)
  • Sac'h(ad)-eskern (dre skeudennadur evit an Den)
  • Treut-eskern : bezañ treut evel ur c'havr

Sterioù all

Pep a elfenn galet a c'hell bezañ keñveriet ouzh askorn ar mellkeineged a vez graet askorn eus outañ : askorn kerez (kalonenn gerez) hag memestra evit ar frouezh all kalonennoù enno.