Caspar David Friedrich : diforc'h etre ar stummoù
Kempenn; -pavez manet dizimplij |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: war:Caspar David Friedrich |
||
Linenn 64: | Linenn 64: | ||
[[uk:Каспар Давид Фрідріх]] |
[[uk:Каспар Давид Фрідріх]] |
||
[[vi:Caspar David Friedrich]] |
[[vi:Caspar David Friedrich]] |
||
[[war:Caspar David Friedrich]] |
|||
[[zh:卡斯帕·弗里德里希]] |
[[zh:卡斯帕·弗里德里希]] |
||
[[zh-min-nan:Caspar David Friedrich]] |
[[zh-min-nan:Caspar David Friedrich]] |
Stumm eus an 3 Kzu 2012 da 06:27
Caspar David Friedrich (Greifswald (Pomerania svedat), 5 a viz Gwengolo 1774 - Dresden, 7 a viz Mae 1840), a zo unan eus arzourien romantel bennañ Alamagn en XIXvet kantved.
E vuhez
Ganet e voe d'ar 5 a viz Gwengolo 1774 e Greifswald. En akademiezh arzoù-kaer Kopenhagen e studias. E 1798 ez eas d'en em staliañ da gêr Dresden, hag eno e voe ezel ur c'helc'h arzourien ha skrivagnerien levezonet gant ar romantelezh. En e dresadennoù kentañ e weler dodennoù a gaver en-dro en e oberenn : traezhennoù meinek, plaenennoù ha lanneier, menezioù difin ha gwez o sevel war-du an oabl.
E 1807 e krogas da eoullivañ. Heverk eo e zoare er Groaz war ar menez (1808, Staatliche Kunstsammlungen, Dresden). Pellaat a ra diouzh an arouezierezh relijiel ordinal evit livañ ar maezioù; ar C'hrist war ar groaz a weler eus diadreñv, an heol o vont da guzh a-drek ar menezioù.