Bram Stoker : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: la:Abrahamus Stoker
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: pam:Bram Stoker
Linenn 155: Linenn 155:
[[no:Bram Stoker]]
[[no:Bram Stoker]]
[[oc:Bram Stoker]]
[[oc:Bram Stoker]]
[[pam:Bram Stoker]]
[[pl:Bram Stoker]]
[[pl:Bram Stoker]]
[[pt:Bram Stoker]]
[[pt:Bram Stoker]]

Stumm eus an 8 Du 2012 da 05:59

Bram Stoker
Bram Stoker
Bram Stoker
Anv ofisiel Abraham Stoker
Obererezh romantoù, danevelloù
Ganedigezh 8 a viz Du 1847
e Dulenn
Marv 21 a viz Ebrel 1912
e Londrez
Yezh skrivañ saozneg
Oberennoù pennañ
Dracula (1897)


Abraham Stoker, lesanvet Bram Stoker, (Dulenn, 8 a viz Du 1847 - Londrez, 21 a viz Ebrel 1912) a oa ur skrivagner iwerzhonat. Meur a romant hag a zanevell a zo bet skrivet gantañ, ha brudet e teuas da vezañ a-drugarez d'e romant anvet Dracula.

Buhez hag oberenn

Mab Abraham Stoker (1799-1876) hag ar wregelourez Charlotte Mathilda Blake Thornely (1818-1901) eo. Seizh bugel a voe en holl, an trede hini e oa Bram Stoker. Betek ma vefe seizh vloaz e voe klañvidik, hag e kasas e amzer diglañvadur o selaou mojennoù Iwerzhon kontet gant e vamm. Derc'hel soñj a reas anezho a-hed e vuhez. E 1863 ez eas da Drinity College, hag un diplom a dapas kaout e 1870. En 1876 e labouras evel kargad e Dulenn. Kregiñ a reas ivez da sevel pennadoù burutellañ pezhioù-c'hoari evit ar gazetenn Dublin Evening Mail.

Ti Bram Stoker e Kildare Street, Dulenn

E miz Kerzu 1876 e savas ur pennad diwar-benn perzh Henry Irving e-barzh Hamlet e Theatre Royal Dulenn. Irving a lennas ar pennad hag e pedas Stoker da zebriñ koan e Shelbourne Hotel, rak eno e veze o chom. Mignoned e teujont da vezañ. Istorioù a skrivas ivez, hag e 1872 e voe embannet "The Crystal Cup" gant The London Society, ha goude-se "The Chain of Destiny" (peder lodenn) e-barzh The Shamrock.

Lyceum Theatre ha goude

E 1878 e timezas Stoker gant Florence Balcombe, ur plac'h brudet a-drugarez d'he braventez, hag a oa bet karedig Oscar Wilde. Dilojañ a rejont da Londrez, hag eno e reas Stoker war-dro Lyceum Theatre e-pad 27 vloaz. D'an 31 a viz Kerzu 1879, e voe ganet o bugel nemetañ, Irving Noel Thornley Stoker e anv. A-bouez bras e voe ar c'henlabour etre Stoker hag Irving, rak a-drugarez da hemañ diwezhañ e voe degemeret Stoker e renkoù uhel Londrez, hag e kejas gant ur bern tud vrudet evel James Abbott McNeill Whistler ha Sir Arthur Conan Doyle.

Embannadenn gentañ Dracula, 1897

Dre labourat gant Irving, hag a oa aktour brudetañ ar mare-se, ha dre ober war-dro unan eus salioù c'hoariva brudetañ Londrez e oe brudet Stoker. E Londrez e kejas ivez gant Hall Caine hag a zeuas da vezañ unan eus e vignoned tostañ. Dezhañ e voe dediet Dracula. Dre heuliañ troioù Irving e veajas Stoker er bed a-bezh war-bouez Europa ar reter. Stoker a brizias dreist-holl e veajoù er Stadoù-Unanet, ha div wech e voe pedet en Ti Gwenn. Anavezout a reas William McKinley ha Theodore Roosevelt. Ken entanet e voe Stoker gant ar vro ken e tiazezas daou levr diwarni. Eno e kejas ivez gant unan eus ar skrivagnerien a blije ar muiañ dezhañ, Walt Whitman e anv. Ouzhpenn labourat e skrivas Stoker romantoù. An hini brudetañ anezho e Dracula, bet embannet e 1897. A-raok stagañ gant ar skrivañ e kasas meur a vloavezh o klask titouroù diwar-benn folklor Europa hag istorioù sunerien-wad. Ur romant dre lizher eo Dracula, ha diazezet eo war un dastumad pennadoù deizlevrioù, pellskridoù, ha lizheroù savet gant tudennoù an istor hag ivez tammoù pennadoù (ijinet) tennet eus kazetennoù Whitby ha Londrez. Ouzhpenn Whitby e c'haller menegiñ ivez levezon gweladennoù kastell Slains (Aberdeenshire), ha kev-iliz St. Michan's Church e Dulenn. Meur a wech e voe taget e empenn a-raok ma varvfe e 1912.[1] Hervez skrivagnerien' zo hag o deus labouret war e vuhez e vije marv abalamour d'an naplez.[2] Devet e voe e gorf, hag al ludu a voe lakaet e Golders Green Crematorium.

E gredennoù

Stoker a voe desavet protestant. Daoust ma soñje da Stoker e ranke ar brotestanted hag ar gatoliked kenvevañ (evel ma lenner e-barzh The Snake's Pass, 1890) e savas a-du gant ar strollad frankizour (Liberal) hag e kredas e vefe degaset peoc'h en Iwerzhon gant an Home Rule. Unpennelour e voe ivez, hag e soñje dezhañ e ranke Iwerzhon chom stag ouzh an Impalaeriezh Vreizhveuriat. A-du e savas gant William Gladstone, mignoned e oant, ha Stoker a savas a-du gant e vennozhioù war Iwerzhon. [3]

Stoker a oa dedennet gant ar skiantoù hag ar medisenerezh, ha krediñ a rae en araokaat, evel ma c'haller lenn e-barzh The Lady of the Shroud (1909).Evel lod brasañ an dud er mare-se e krede ivez er ouennelouriezh skiantel, diazezet e voe e vennozhioù war ar frenologiezh. Dedennet e voe ivez gant an damkanadennoù kentañ war an torfedoù, lenn a reas oberennoù Cesare Lombroso, hag ec'h implijas elfennoù tennet eus al lennadennoù-se e-barzh Dracula. Diforch'ioù a wele ivez etre paotred ha merc'hed, hag e lod brasañ e romantoù e kaver tem an dañjer skeudennet gant merc'hed doare Femme fatale. Dedennet e oa ivez Stoker gant ar gevrinouriezh, dreist-holl tachenn an teogiñ loened. Daoust da se en doa disfiz rak ar flod war an dachenn-se, hag e soñje e ranke ar mennozhioù skiantel bezañ trec'h war an treuzkredennoù. Hervez trouzioù' zo e vije bet ezel eus Hermetic Order of the Golden Dawn e-kreiz ar bloavezhioù 1890, met n'eus prouenne splann ebet eus an dra-se.[4][5] Unan eus mignoned wellañ Stoker a oa J.W. Brodie-Innis, unan eus izili vrudetañ ar gevredigezh-se, ha meur a wech e voe pedet Pamela Coleman Smith gant Stoker da zont da ober abadennoù e Lyceum Theater.

Goude e varv

An dastumad danevelloù anvet Dracula's Guest and Other Weird Stories a voe embannet e 1914 gant Florence Stoker. Ar film kentañ diazezet war Dracula a voe anvet Nosferatu. Sevenet e voe gant Friedrich Wilhelm Murnau hag ennañ e c'hoarie Max Schreck perzh Kont Orlock. Nosferatu a voe produet e-keit ma oa bev Florence Stoker. Gant sikour The British Incorporated Society of Authors, e aozas ur prosez a-enep d'ar re o doa savet ar film, peogwir ne oa ket bet goulennet hec'h aotre ganti, ha n'he doa resevet gwenneg toull ebet. Meur a vloaz e padas an istor, Florence Stoker o c'houlenn ma vefe distrujet ar film orin ha kement eilad a oa bet graet. E miz Gouere 1925 e voe barnet an istor, ha hi a c'hounezas. Un nebeud skouerennoù eus ar film a voe miret memes tra, ha gwall vrudet e treuas da vezañ.

E oberenn

Romantoù

Plakenn da enoriñ Bram Stoker, Whitby, Rouantelezh-Unanet, (2002)

Dastumadegoù danevelloù

Istorioù liesseurt

  • "Bridal of Dead" (dibenn disheñvel evit The Jewel of Seven Stars)
  • "Buried Treasures"
  • "The Chain of Destiny"
  • "The Crystal Cup"
  • "The Dualitists; or, The Death Doom of the Double Born"
  • "Lord Castleton Explains" (10vet pennad The Fate of Fenella)
  • "The Gombeen Man" (3de pennad The Snake's Pass)
  • "In the Valley of the Shadow"
  • "The Man from Shorrox"
  • "Midnight Tales"
  • "The Red Stockade"
  • "The Seer" (pennad 1 ha 2 The Mystery of the Sea)

Oberennoù all (nann-faltazi)

  • The Duties of Clerks of Petty Sessions in Ireland (1879)
  • A Glimpse of America (1886)
  • Personal Reminiscences of Henry Irving (1906)
  • Famous Impostors (1910)
  • Bram Stoker's Notes for Dracula: A Facsimile Edition (2008) Bram Stoker notennet hag adskrivet gant Robert Eighteen-Bisang ha Elizabeth Miller, digoradur gant Michael Barsanti. Jefferson NC & London: McFarland.

Notennoù

  1. Bram Stoker. Victorian Web (kemmoù diwezhañ e 1998). Kavet : 2008-12-12.
  2. Gibson, Peter (1985). The Capital Companion. Webb & Bower. 365-366 p. ISBN 0863500420. 
  3. Paul Murray's "From the Shadow of Dracula: A Life of Bram Stoker" 2004.
  4. Ravenscroft, Trevor (1982). The occult power behind the spear which pierced the side of Christ. Red Wheel. p165 p. ISBN 0877285470. 
  5. Picknett, Lynn (2004). The Templar Revelation: Secret Guardians of the True Identity of Christ. Simon and Schuster. p201 p. ISBN 0743273257. 


Liammoù diavaez

Testennoù enlinenn


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.