Kartoù : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.5.4) (Robot ouzhpennet: be-x-old:Гульнёвыя карты
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 101: Linenn 101:
[[sl:Igralna karta]]
[[sl:Igralna karta]]
[[sv:Spelkort]]
[[sv:Spelkort]]
[[ta:விளையாட்டுச் சீட்டுக்கட்டு]]
[[th:ไพ่ป๊อก]]
[[th:ไพ่ป๊อก]]
[[tl:Baraha]]
[[tl:Baraha]]

Stumm eus an 1 Ebr 2012 da 03:28

An Trucher gant ar born treflez , gant Georges de La Tour.
Ar c'hoarierien c'hartoù, gant Paul Cézanne, 1895
Kartoù da c'hoari, doare saoz dezho.
Restr:Bild-VierUnter.jpg
Ar 4 lakez en ur c'hoari alaman.

Gant kartoù e vez c'hoariet meur a c'hoari, hervez ar seurt kartoù. Dre vras e kaver e Breizh:

  • ar c'hartoù ordinal, pe doare gall, pe doare saoz dezho
    • en doare gall eo skrivet: R, D, V, war gartoù zo
    • en doare saoz eo skrivet K, Q, J, warno.
  • ar c'hartoù tarot (pe tarotoù), brasoc'h
  • ar vuoc'h, disheñvel-mik ar skeudennoù anezho.


Ar c'hartoù ordinal

  • Daou liv, du ha ruz, zo d'ar c'hartoù, met pevar rumm zo: pikez, keur, karo, treflez.
    • Pa vez komzet eus ur gartenn hepken e vez lavaret: ur bikezenn, ur geurenn, ur garoenn, un dreflezenn.
    • Pa vez komzet eus atou, e vez lavaret un atouenn pe ur benngartenn.
  • Kartoù niverennet zo e pep rumm
    • eus 7 da 10, er c'hoari gant 32 kartenn
    • eus 2 da 10 er c'hoari gant 62 kartenn (pe ouzhpennik)
    • ar born a vez graet eus an "1".
  • Kartoù "gwisket" zo e pep rumm:

Ar c'hartoù tarot

Er c'hartoù tarot ez eus

  • e pep rumm
    • dek kartenn niverennet eus 1 da 10,
    • peder c'hartenn gwisket, e-lec'h teir er c'hoari boutin, : ur marc'heg zo etre al lakez hag an itron,
  • ur rumm all, anvet atou, gant kartoù eus 1 (an izelañ) da 21 (an uhelañ)
  • ur gartenn all, anvet ar gitarour pe ar farouell gant lod, an digarez (diwar ar ger gallek) gant lod all.

Ar vuoc'h

Pouez ar c'hoarioù

Gwechall e veze c'hoariet 'r c'hartoù kenañ en ostalerioù. Hiriv ez eus kalz nebeutoc'h a ostalerioù hag e vez c'hoariet gant traoù a bep seurt a zegas arc'hant : bilhard, c'hoarioù tredan, pe redadegoù kezeg.

Poker a vez c'hoariet muioc'h-mui a-drugarez d'ar skinwel ha d'ar c'hazinoioù a zo en em glevet da vrudañ ar c'hoari-se, da sachañ pratikoù d'an tier-c'hoari.

Gerioù

  • Ur pleg a vez lavaret eus ar c'hartoù zo war an daol pa vez bet lakaet e gartenn gant pep c'hoarier,
  • Ober an dorn a vez lavaret eus reiñ ar c'hartoù d'ar c'hoarierien e deroù ur c'hoariadenn. Gant piv emañ an dorn a vez goulennet da c'houzout piv zo bet mestr hag a rank c'hoari da gentañ.
  • Pa vez freuz-dorn, er c'hoari-c'hartoù, ne c'hoarier ket an taol, hag e vez adroet ar c'hartoù.