Mont d’an endalc’had

Poker

Eus Wikipedia

Ar poker zo ur c'hoari gant kartoù a orin eus SUA hag anavezet dre ar bed a-bezh, hogen meur a zoare c'hoari dezhañ. An Texas hold 'em eo an hini c'hoariet ar muiañ.

Daou zen da nebeutañ ha betek dek den a c'hoari gant ur pakad 52 gartenn ha jedoueroù. Ur c'hoari da c'hounit arc'hant e c'hell bezañ, aozet e tournamantoù bras skignet bremañ alies war ar chadennoù skinwel ha war an Internet.

Diñsoù poker

Un doare poker gant diñsoù arbennik zo ivez.

Pal ar c'hoari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pal ar c'hoari eo gounit jedoueroù ar c'hoarierien all bodet en-dro d'an daol. Evit tizhout ar pal-se e ranker ober ar c'henstroll kartoù gwellañ a-benn fin an dro c'hoari. Pep c'hoarier zo gantañ div gartenn, ha diwar ar pakad pigos e vez tennet, gant un tredeog pe mestr an daol, teir c'hartenn gentañ, anvet ar re droet, ar bedervet an displeg, ar bempvet ha diwezhañ hini ar stêr. Gant ar pemp kartenn-se, koublet gant dornad ar c'hoarier, e ranker tapout ar c'henstroll gwellañ.

Kenstrolloù ar poker

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus an dalvoudegezh izelañ d'an hini uhelañ emañ : ar gartenn uhelañ, ar c'houblad, an daou goublad, an trikon, ar bempenn, al liv, an ti leun, ar c'harrez, ar bempenn liv, ar bempenn liv roueel.