Llywelyn ab Iorwerth : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: no:Llywelyn den store
+ iw gd
Linenn 65: Linenn 65:
[[es:Llywelyn el Grande]]
[[es:Llywelyn el Grande]]
[[fr:Llywelyn le Grand]]
[[fr:Llywelyn le Grand]]
[[gd:Llywelyn Mòr]]
[[id:Llywelyn yang Agung]]
[[id:Llywelyn yang Agung]]
[[it:Llywelyn Fawr ap Iorwerth]]
[[it:Llywelyn Fawr ap Iorwerth]]

Stumm eus an 27 Meu 2012 da 01:42

Llywelyn Fawr. Delwenn e kêr Conwy.
Gwelout ivez :Llywelyn.

Llywelyn ab Iorwerth, lesanvet Llywelyn Fawr, pe Llywelyn Veur e brezhoneg (war-dro 1173–1240), a oa Priñs Gwynedd , hag a rene war an darn vrasañ eus Kembre . Tad-kozh eo da Llywelyn ap Gruffudd, lesanvet Llywelyn Olaf.


E dud

Ganet e oa Llywelyn en 1173, e Dolwyddelan moarvat. Mab-bihan e oa da Owain Gwynedd, ha mab da Iorwerth Drwyndwn, ha n'ouzer netra diwar e benn hag a c'hallje bezañ marvet pa oa bugelig Llywelyn. E vamm a oa Margaret, merc'h da Madog ap Maredudd, priñs Powys.

Istor

E penn Gwynedd edo e eontred, Dafydd ab Owain Gwynedd ha Rhodri ab Owain Gwynedd, met en 1188 e savas Llywelyn un arme, hag eñ krennard c'hoazh, da ober brezel d'e eontred. En 1194, e kavas skoazell digant e gendirvi, Gruffydd ha Mardudd ap Cynan, hag e voe trec'h war arme Dafydd en aber ar stêr Conwy. Rhodri a varvas en 1195. Llywelyn a dapas Dafydd hag en harluas eus Gwynedd. En 1199 e kemeras kastell Mold.

Kreskiñ e c'halloud

Dismantroù kastell Dolwiddelan

En 1205 e kreskas e vrud pa zimezas da Janed Bro-Saoz, merc'h bastard d'ar roue saoz Yann Dizouar. Kent se e oa bet o varc'hata gant ar pab Inosant III evit dimeziñ gant intañvez e eontr Rhodri, a oa merc'h da Reginald, roue Manav. Met pa gavas tro da gaout Janed e tilezas an intañvez.


E enebour bras e Kembre d'an ampoent e oa Gwenwynwyn ab Owain, eus Powys. Pa savas bec'h etre priñs Powys hag ar roue Yann en 1208, e lammas Llywelyn war Powys ar c'hreisteiz, ha war hanternoz Ceredigion. En 1210 avat e trenkas an traoù entre Llywelyn hag Yann saoz, ken e voe skoazellet Gwenwynwyn gant Yann da adkemer e zouaroù. En 1211 e voe aloubet Gwynedd gant Yann, ma kollas Llywelyn e zouaroù er reter d'ar stêr Conwy.

En 1212 en em glevas gant rouaned all eus Kembre hag e teuas a-benn da adkemer e zouaroù kollet, war bouez nebeud. En 1213 e kemeras kestell Deganwy ha Rhuddlan. Emglev a eure gant ar varoned saoz o devoa rediet Yann da sinañ ar Magna Carta. Kemer a reas Shrewsbury en 1215. Er bloaz-se en-eeun e voe anvet Ednyfed Fychan da senesal Gwynedd hag e voe unan eus kenlabourerien Llywelyn.

En Aberdyfi en 1216 e savas ur seurt Parlamant Kembre ma veze barnet an dizemglevioù etre an aotrouien er vro.


...

En 1234 e voe un arsav-brezel daou vloaz etre Herri III ha Llywelyn ha sinet feuremglev Middle. Llywelyn a zalc'has garda Cardigan ha Builth, ha bep bloaz e voe adsinet an emglev betek diwezh e ren.

Kestell

Meur a gastell a voe savet gant Llywelyn, en o zouez hini Deganwy ha Castell y Bere.

Lennegezh kembraek

Daou bezh-c'hoari