Mont d’an endalc’had

Janed Bro-Saoz, priñsez Kembre

Eus Wikipedia
Janed Bro-Saoz, priñsez Kembre
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJoan of Wales Kemmañ
Anv-bihanJoan Kemmañ
Titl noblañspriñsez Kemmañ
Deiziad ganedigezh1191 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFrañs Kemmañ
Deiziad ar marv2 C'hwe 1237, 1237 Kemmañ
Lec'h ar marvKembre Kemmañ
Lec'h douaridigezhLlanfaes Friary Kemmañ
TadYann Iañ Kemmañ
MammClementia Kemmañ
PriedLlywelyn ab Iorwerth Kemmañ
BugelDafydd ap Llywelyn, Elen ferch Llywelyn, Angharad ferch Llywelyn, Gwladus Ddu Kemmañ
FamilhTiegezh Plantagenet Kemmañ
Micherbrientin Kemmañ
Kargprincess consort Kemmañ
Statud sokialroyalty Kemmañ
Arched-maen Janed
Arched-maen Janed, en iliz Biwmaris, en Enez Mon.

Janed Bro-Saoz, pe Siwan e kembraeg (war-dro 1195 - 2 a viz C'hwevrer 1237), a oa merc'h bastard d'ar roue saoz Yann Dizouar. Dimeziñ a eure da Llywelyn Fawr, Priñs Kembre e 1205, ha mamm da Dafydd ap Llywelyn a renas war-lerc'h e dad. Brudet eo hec'h anv abalamour d'he c'harantez ouzh ur baron norman Gwilym Brewys. Pouez bras he doe koulskoude ha levezon e kuzul ar priñs.

Clementia Pinel e oa anv he mamm, ur plac'h eus lez ar roue. N'ouzer netra diwar he fenn .[1]. N'eus nemet ur meneg eus anv mamm Janed, da vare marv ar briñsez, e Kronikl Tewkesbury ma vez graet anezhi "reginæ Clemenciæ" ('Rouanez Clementia').[1] Hanter-c'hoar eta e oa Janed d'ar roue saoz Herri III ha da Janed Bro-Saoz, rouanez Bro-Skos (1210-1238). Marteze e oa ganet a-raok da Yann dimeziñ d'e wreg kentañ e 1189, met n'haller ket bout sur abalamour d'an diouer a destenioù. Eus he bugaleaj n'ouzer tost netra. E Bro-C'hall e tremenas Siwan he bugaleaj, war a greder; en 1203 pe 1204 e voe kaset ac'haleno gant Yann da Vro-Saoz, dre Normandi, evit he dimeziñ .

Dimeziñ a eure da Llywelyn Fawr, roue Gwynedd, e 1205. Marteze ne oa ket 15 vloaz, un dra voutin en amzerioù-se. Un eured politikel e oa evel-just, da siellañ an emglev etre Llywelyn hag ar roue Yann e 1204. Galleg Nomandi a gomze Siwan, dre ma oa bet maget eno, ha honnezh eo a yezh al lezioù gall ha saoz. Moarvat ne ouie ket nemeur a saozneg, met kembraeg a zeskas goude dont da chom da rouantelezh Gwynedd.

Garth Celyn, Aber; marteze eo eno e voe bac'het gant he gwaz.

Karantez a vagas ouzh Caf Gwilym Brewys (William de Braose), aotrou Normaned Rouantelezh Brycheiniog, e 1230. Kavet e voe Janed ha William en he c'hambr gant Llewelyn. Krouget e voe ar baron norman, ha bac'het priñsez Kembre gant Llywelyn ur pennad berr, rak pardoniñ a reas dezhi.
Hervez mojenn ar c'hornad eo dirak Garth Celyn, lez ar priñs, e voe savet ar groug e Abergwyngregin, met hervez ur vojenn all eo e Crogen, e-kichen Y Bala.

Bez Siwan en iliz Biwmaris.

.

Mervel a reas Janed e miz Meurzh 1236 ha beziet e voe e parrez Llanfaes e-kichen Biwmaris en Enez Mon. Hiziv emañ he bez-maen gant he delwenn warni en Iliz Biwmaris.

Pevar pe pemp bugel he doe:

Bugale all en doa Llywelyn Fawr. Krediñ a reer eo Tangwystl Goch an hini a oa mamm da Gruffudd ap Llywelyn Fawr, breur henañ Dafydd, ha se zo kaoz ne voe ket ar bastard a renas.

  1. 1,0 ha1,1 Charles Cawley: Medieval Lands, Wales