Eos : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
hiraat
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
'''Eos''' ([[Gresianeg|henc'hresianeg]]: Έως pe Αύως) a oa un [[Titaned|Ditanez]], doueez tarzh an deiz ha mamm an [[Anemoi]], an [[avel]]ioù, e [[mojenn]]où kozh [[Hellaz]].
'''Eos''' ([[gregach]]: Έως pe Αύως) a oa un [[Titaned|Ditanez]], doueez tarzh an deiz ha mamm an [[Anemoi]], an [[avel]]ioù, e [[mojenn]]où kozh [[Hellaz]].
[[Image:Tithonos Eos Louvre G438.jpg|thumb|220px|right|Eos o redek war-lerc'h [[Titon]], [[œnochoé]] [[atek]] gant al livour Akiles, v. [[-470|470]]–[[-460|460 kent JK]], mirdi al [[Louvre]]]]
[[Image:Tithonos Eos Louvre G438.jpg|thumb|220px|right|Eos o redek war-lerc'h [[Titon]], [[œnochoé]] [[atek]] gant al livour Akiles, v. [[-470|470]]–[[-460|460 kent JK]], mirdi al [[Louvre]]]]



Stumm eus an 15 Gen 2007 da 07:13

Eos (gregach: Έως pe Αύως) a oa un Ditanez, doueez tarzh an deiz ha mamm an Anemoi, an avelioù, e mojennoù kozh Hellaz.

Eos o redek war-lerc'h Titon, œnochoé atek gant al livour Akiles, v. 470460 kent JK, mirdi al Louvre

Mojenn

Merc'h eo da Hiperion ha Teia, ha c'hoar eo da Helios (an Heol) ha da Selene (al Loar).

Dimezet eo da d-Titon, ha gantañ e krou Memnon hag Emation. Karet he deus Ares, ha gant-se he desu sachet warni kasoni Afrodit. Kondaonet eo bet gant an doueez da vezañ atav e karantez.

He c'harantezioù

E-touez ar re a garas:

Emañ o chom e-tal Okean, a zalc'h bed an dud. Bemdez, pa vez ar c'houlz d'an noz da echuiñ, e kuita gwele Titon, hag en he c'harr e red war-zu an Oabl da gemenn d'an doueed donedigezh he breur Helios. Hervez Homeros e vez gantañ a-hed e zevezh. Da noz e tiskenn eus an Olimp da vont d'ar gêr, ha ganti e vez an Eurioù. En trajediennoù e klot gant Hemera, an deiz.

Alies e vez graet ῥοδοδάκτυλος / rhododáktylos (bizied ar roz) anezhi, pe κροκόπεπλος / krokópeplos (sae safranek) pe c'hoazh ἠριγένεια}} / êrigéneia (bugel ar beure).

War al listri pri e vez vez askellek peurvuiañ. A-wechoù ivez he gweler gwisket gant ur ouel hag azezet en ur c'harr sachet gant pevar a gezeg.