Irienn ar Re Pazzi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 65: Linenn 65:


<br />

======Sadorn 25 a viz Ebrel 1478========
======Sadorn 25 a viz Ebrel 1478========
[[Image:Coat of arms of the House of Pazzi by Alexander Liptak.png|thumb|200px|Stemma dei Pazzi]]
[[Image:Coat of arms of the House of Pazzi by Alexander Liptak.png|thumb|200px|Stemma dei Pazzi]]
Linenn 85: Linenn 83:




En deiz war-lerc'h, Sul Fask, [[26 a viz Ebrel]], edo ar vreudeur hag an iriennerien en oferenn, nemet ar Montesecco, a nac'has ober trubarderezh en ul lec'h santel . Daouveleg a gemeras e lec'h: [[Stefano da Bagnone]] hag ar vikel abostolel [[Antonio Maffei da Volterra]].
En deiz war-lerc'h, Sul Fask, [[26 a viz Ebrel]], edo ar vreudeur hag an iriennerien en oferenn, nemet ar Montesecco, a nac'has ober trubarderezh en ul lec'h santel. Daou veleg a gemeras e lec'h: [[Stefano da Bagnone]] hag ar vikel abostolel [[Antonio Maffei da Volterra]]. Bepred e oa dihet Giuliano. [[Bernardo Bandini]] (ar c'hlezeour a ranke ober e stal da Giuliano) ha [[Francesco de' Pazzi]] a reas o soñj mont d'e arbenn. prenderlo personalmente. War an hent etre ar [[Palazzo Medici]] ha [[Santa Maria del Fiore]], e voe briataet Giuliano gant an iriennerien da c'houzout ha dougen a rae ur porpant-houarn dindan e zilhad, met ar Medici, abalamour ma en doa ur [[garad|c'harad]], a oa deuet er-maez hep ar gwisk-se , ha hep e "gentile", al lesanv a rae eus e [[kontell|gontell]]-chase, dre ma stoke ouzh e c'har gloazet. Pa errujont en iliz e oa krog an oferenn.


E-kreiz an [[oferenn-bred]], da vare ar [[Gorreoù]], pa oa daoulinet Giuliano ha Lorenzo evel an holl, e lammas warne [[Francesco de Pazzi]] hag e gompagnuned, ur beleg en o zouez : 19 taol kontell a dapas Giuliano, koll e wad ha mervel. Lorenzo a voe gloazet, hag a gavas repu er sakristiri.

E-kreiz an [[oferenn-bred]], da vare ar [[Gorreoù]], pa oa daoulinet Giuliano ha Lorenzo, e lammas warne [[Francesco de Pazzi]] hag e gompagnuned, ur beleg en o zouez : 19 taol kontell a dapas Giuliano, koll e wad ha mervel. Lorenzo a voe gloazet, hag a gavas repu er sakristiri.
<!--
<!--


si scatenò il vero e proprio agguato: mentre Giuliano cadeva in un lago di sangue sotto i colpi del Bandini, Lorenzo, accompagnato dall'inseparabile [[Angelo Poliziano]] e dai suoi scudieri Andrea e Lorenzo Cavalcanti, veniva ferito di striscio sulla spalla dagli inesperti preti e riusciva a entrare in sacrestia, dove chiuse le pesanti porte e si barricò. Il Bandini si avventò, ormai in ritardo, e sfogò la sua foga su [[Francesco Nori]], che interpose il suo corpo tra l'omicida e Lorenzo, sacrificando la sua vita e dando la possibilità a Lorenzo di fuggire.
Essendo però Giuliano ancora indisposto, [[Bernardo Bandini]] (il sicario destinato a Giuliano) e [[Francesco de' Pazzi]] decisero di andare a prenderlo personalmente. Nel percorso dal [[Palazzo Medici]] a [[Santa Maria del Fiore]], i cronisti ricordano come i congiurati abbracciassero a tradimento Giuliano per vedere se indossasse una cotta di maglia sotto le vesti, ma egli a causa di un'infezione ad una gamba era uscito senza indossare il solito giaco sotto le vesti, che lo proteggeva, e senza il suo "gentile", nome scherzoso con il quale usava chiamare il suo coltello da caccia, che gli sbatteva contro la gamba ferita. Quando arrivarono in chiesa la messa era già iniziata.

Al momento solenne dell'elevazione, mentre tutti erano inginocchiati, si scatenò il vero e proprio agguato: mentre Giuliano cadeva in un lago di sangue sotto i colpi del Bandini, Lorenzo, accompagnato dall'inseparabile [[Angelo Poliziano]] e dai suoi scudieri Andrea e Lorenzo Cavalcanti, veniva ferito di striscio sulla spalla dagli inesperti preti e riusciva a entrare in sacrestia, dove chiuse le pesanti porte e si barricò. Il Bandini si avventò, ormai in ritardo, e sfogò la sua foga su [[Francesco Nori]], che interpose il suo corpo tra l'omicida e Lorenzo, sacrificando la sua vita e dando la possibilità a Lorenzo di fuggire.


Giuliano venne sepolto in [[San Lorenzo (Firenze)|San Lorenzo]], in quella che sarà la [[Sagrestia Nuova]] di [[Michelangelo]]. A un sopralluogo nella sua tomba condotto nel [[2004]] fu ritrovato il suo teschio con i segni di un profondo taglio nella testa. In un deposito sono tuttora conservati i resti insanguinati degli abiti che indossava al momento dell'attentato.
Giuliano venne sepolto in [[San Lorenzo (Firenze)|San Lorenzo]], in quella che sarà la [[Sagrestia Nuova]] di [[Michelangelo]]. A un sopralluogo nella sua tomba condotto nel [[2004]] fu ritrovato il suo teschio con i segni di un profondo taglio nella testa. In un deposito sono tuttora conservati i resti insanguinati degli abiti che indossava al momento dell'attentato.

Stumm eus an 5 Gou 2011 da 16:31

Ardamezioù an Tiegezh Pazzi.
Bertoldo di Giovanni, medalenn da lidañ trec'h Lorenzo il Magnifico en irienn ar re Pazzi

Irienn ar Re Pazzi zo un irienn steuet e Firenze, en 1478, gant an Tiegezh Pazzi evit lazhañ an daou vreur Medici, mibien arc'hantourien vras, a oa e penn ar geoded neuze, ha kemer ar galloud digant an tiegezh da vat Medici. Ur breur hepken a voe lazhet, Giuliano di Piero de' Medici, gloazet e voe egile, Lorenzo, met chom a reas e buhez, harzet e voe an drouglazherien, ha krouget lod anezho.


Istor

Poltred Giuliano de' Medici, gant Sandro Botticelli
Poltred Lorenzo de' Medici.

E-kreiz buhez politikel Firenze edo an tiegezh Medici, ha meur a irienn en devoa bet da ziarbenn : Cosimo de' Medici a oa bet harluet daou vloaz dre abegoù politikel; e vab Piero il Gottoso en em dennas dre vurzhud eus un arsailhadenn aozet gant Luca Pitti p'edo war e hent da'r villa di Careggi; ar pab Medici Leon X a dlee bezañ lazhet gant e vedisin, dindan levezon un dornad kardinaled enebourien, ha Cosimo Iañ de' Medici a vo darbet dezhañ dastum plomm en e lêr o tremen dirak ar Palazzo Pucci.
Irienn ar Re Pazzi koulskoude eo an hini nemeti a deuas a-benn da lazhañ ur Medici, heuliadoù padus a voe, ha chom a reas an deiz-se en eñvor tud Firenze.

Abaoe marv Piero il Gottoso, e 1469, e oa dalc'het kêr gant e vibien Lorenzo a oa neuze 20 vloaz, ha Giuliano, a oa 17. Lorenzo a heulie a dost buhez politikel kêr gant an hevelep doareoù hag e dad-kozh Cosimo il Vecchio, da lavarout eo hep sammañ kargoù e-unan met o ren war a c'hargoù a veze roet da dud a fiziañs.


Enebourien d’an tiegezh Medici

Girolamo Riario lazhet e 1488 gant an tiegezh Orsi.
Federico da Montefeltro, poltredet gant Piero della Francesca.

An Tiegezh Pazzi a oa un tiegezh kozh eus noblañs kêr Firenze, a orin eus Valdarno, ma oa e zouaroù, hag enebet ruz ouzh an tiegezh Medici. Brud a oa war an anv, en 1099 edo Pazzino de Pazzi o vrezeliañ er Groaizdeg kentañ, hag eñ eo ar marc’heg kristen a gerzhas da gentañ en kêr Jeruzalem). Er Xvvet kantved e oa unan eus koshañ ha pouezusañ tiegezhioù Firenze, arouez an urzh kozh ma veze an noblañsed o ren e republikoù Italia.

Ar re Medici avat a oa erruet e kêr nevez a oa, noblañsed ne oant ket, nevez e oa o finvidigezh hag o galloud, ha ren a raent Firenze. Bec’h a oa da c’hortoz. Koulskoude e oa dimezet Bianca de' Medici, merc'h Piero ha c'hoar Giuliano ha Lorenzo da Guglielmo de Pazzi, met ne oa ket bet trawalc’h da lazhañ tan ar gasoni er c’halonoù.

Galloud ar re Medici a oa kresket diwar-goust ar frankizioù Republik Firenze, a gave d’o enebourien, sede neuze ar re bPazzi o kemer penn un irienn da zistroadañ ar re vMedici, ha da gemer o lec’h e penn ar republik.
N'eo ket an tiegezh Pazzi a voe pennaozer an irienn. Ar re Salviati, a oa arc'hantourien ar pab e Firenze, eo a oa e-kreiz an afer. N'eo ket sur e teuas ar soñj eus Firenze ivez. Marteze e teuas eus Roma, eus penn ar pab.

Ar pab Sist IV Della Rovere, techet ken e oa da reiñ kargoù hag enorioù d'e gerent (nepotegezh a vez graet eus se) a oa bet dilennet e 1471, ha bec’h en doa gant ar re Medici diwar-benn kêrioù Imola ha Faenza, a oa da Firenze, hag en devoa c’hoant da brenañ da reiñ d’e niz muiañ-karet Girolamo Riario. Prenet e oa bet gant skoazell an ti-bank Pazzi petra bennak m'en devoa prometet Francisco de Pazzi da Lorenzo ne sikourfe ket ar pab. Evit trugarekaat ar re Pazzi en doa prometet ar pab reiñ dezho mengleuzioù alum Tolfa, a-bouez evit livañ gloaneier ha danvezioù, un dra ret en armerzh Firenze.

Sixto a zibabas e niz Girolamo Riario evel gouarnour nevez Imola, ha Francesco Salviati evel arc'heskob Pisa, ur gêr a geveze gant Firenze a-raok hag a oa bremañ dindan galloud Firenze. Lorenzo a c'hourc'hemennas ouzh Pisa skarzhañ Salviati eus e garg.



An irienn

Unan eus ar c'hoshañ ha brudetañ dezrevell eus an darvoudoù a voe skrivet e latin gant Angelo Poliziano a oa bet test eus an darvoudoù. Nevez zo ivez ez eus bet kavet lizhiri a broufe e oa bet kemeret perzh gant Federico da Montefeltro, Dug Urbino, en irienn.


An darvoudoù

Salviati ha Francisco de Pazzi a felle dezho lazhañ Lorenzo ha Giuliano de' Medici, an daou vreur a zalc'he ar Republik, ha dibennañ galloud an tiegezh Medici. Riario a oa chomet en Roma. Ar pab en devoa lavaret, hervez testoù: "Ma asant a roan, gant na vo lazhet den".


Sadorn 25 a viz Ebrel 1478==
Restr:Coat of arms of the House of Pazzi by Alexander Liptak.png
Stemma dei Pazzi

Da gentañ e oa mennet tud an irienn da lazhañ Lorenzo ha Giuliano en ur banvez aozet er Villa Medicea di Fiesole ( e Fiesole ) da Sadorn Fask, en enor da Raffaele Riario, nevez anvet da gardinal da 18 vloaz, dic'houzvez eus an irienn. Jacopo de' Pazzi en devoa degaset kontamm da lakaat er gwin roet d'evañ d'an daou vreur.
Giuliano avat ne deuas ket d'ar banvez dre ma oa dihet.

Ar c'hardinal Riario Sansoni a bedas an holl da oferenn an deiz war-lerc'h, Sul Fask, lavaret gantañ en Duomo, iliz-veur Santa María del Fiore, evel trugarekadenn eus ar banvez aozet en enor dezhañ. An iriennerien a zivizas ober un arnod all en oferenn en iliz-veur Santa Maria del Fiore.


Sul 26 a viz Ebrel 1478

En deiz war-lerc'h, Sul Fask, 26 a viz Ebrel, edo ar vreudeur hag an iriennerien en oferenn, nemet ar Montesecco, a nac'has ober trubarderezh en ul lec'h santel. Daou veleg a gemeras e lec'h: Stefano da Bagnone hag ar vikel abostolel Antonio Maffei da Volterra. Bepred e oa dihet Giuliano. Bernardo Bandini (ar c'hlezeour a ranke ober e stal da Giuliano) ha Francesco de' Pazzi a reas o soñj mont d'e arbenn. prenderlo personalmente. War an hent etre ar Palazzo Medici ha Santa Maria del Fiore, e voe briataet Giuliano gant an iriennerien da c'houzout ha dougen a rae ur porpant-houarn dindan e zilhad, met ar Medici, abalamour ma en doa ur c'harad, a oa deuet er-maez hep ar gwisk-se , ha hep e "gentile", al lesanv a rae eus e gontell-chase, dre ma stoke ouzh e c'har gloazet. Pa errujont en iliz e oa krog an oferenn.

E-kreiz an oferenn-bred, da vare ar Gorreoù, pa oa daoulinet Giuliano ha Lorenzo evel an holl, e lammas warne Francesco de Pazzi hag e gompagnuned, ur beleg en o zouez : 19 taol kontell a dapas Giuliano, koll e wad ha mervel. Lorenzo a voe gloazet, hag a gavas repu er sakristiri.

Dial

Leonardo da Vinci, korf an irienner Bernardo di Bandino Baroncelli (1479)

Buan e voe gouvezet piv e oa an iriennerien ha kastizet e voent kerkent: krouget e voe arc'heskob Pisa , klasket ha kavet e voe Jacopo, Renato ha Francesco de Pazzi, ha lakaet d'ar marv. Guglielmo de Pazzi, pried da Bianca de' Medici , a voe harluet.


An heuliadoù politikel

Heuliadoù rak-tal

Jacopo de' Pazzi ne oa ket engortoz eus emzalc'h pobl Firenze. pa erruas er Piazza della Signoria gant ur strollad tud war varc'h o youc'hal "Libertà!" e krede e vije graet degemer brav dezhañ. E-lec'h kement-se en em gavas dirak un emsavadeg a-enep d'an iriennerien.



Jacobo de Pazzi a voe taolet dre ur prenestr ha peurlazhet gant an engroez, stlejet e gorf noazh dre gêr ha taolet er stêr Arno. An tiegezh Pazzi a voe tennet digantañ e vadoù en Firenze, ha distrujet kement merk eus e anv. An arc'heskob Salviati, a voe krouget, en desped d'e garg uhel, ouzh mogerioù ar Palazzo Vecchio. Bernardo Bandini Baroncelli a glaskas tec'hel da Konstantinopolis, met ne deuas ket a-benn eus e daol, ma voe tapet ha krouget ivez ; un dresadenn eus e gorf e-skourr a voe graet gant al livour Leonardo da Vinci.


Lennegezh

  • La congiura de' Pazzi, trajedienn gant Vittorio Alfieri, skriver etre 1777 ha 1783.

Lennadurezh

  • Lauro Martines, Le sang d'avril - Florence et le complot contre les Médicis, essai - Albin Michel - Histoire - Paris - 2006

Notennoù