Mont d’an endalc’had

Devezh Frankiz Sikulia

Eus Wikipedia

Devezh Frankiz Sikulia pe Day of Szekler Freedom pe c'hoazh Székely Szabadság Napja zo un devezh lid aozet d'an 10 a viz Meurzh bep bloaz gant tud Sikulia ( Szeklerland, e-kreiz bro Roumania). D'an devezh-se e vez kanet e-leizh ar ganaouenn Székely Himnusz, kan broadel Sikulia.

Aozerien Devezh Frankiz Sikulia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar strollad a urzh Devezh Frankiz Sikulia a vez graet Székelyföldért Társaság (Aozadur evit dieubidigezh bro Sikulia) anezhañ hag o kaout György-Mózes Árpád da zanvez prezidant. Ul lod ez eo eus ar Székely Nemzeti Tanács (Kuzul Broadel ar Sikuled)

Strolladoù Hungariz all dre ar bed a ro harp da devezh Frankiz Sikulia evel Kengevredad broadel Hungariz ar C'hanada (The National Alliance of Hungarians in Canada)[1],

Sked Devezh Frankiz Sikulia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Muioc'h-mui e emled an devezh-se gant an Hungariz e Hungaria met ivez dre ar bed holl a-benn goulenn an emrenerezh ledan paneveken an adstagañ d'ar vamm-vro[2].

Területi autonómiát Székelyföldnek ! Emrenerezh bolitikel da vro Sikulia! - Budapest, 2014.03.10

Al led n'ed eo ket nemetken en bro Sikulia hag ar vamm-vro[3] met ivez war zu ar vroioù estren en Europa ar c'hôrnog paneveken e broioù estren d'ar c'hevandir europaat.

Tabutoù tro-dro Devezh Frankiz Sikulia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sevel a ra tabut etre bro Roumania ha bro Hungaria war an dachenn bolitikel war kudenn Sikulia[4].

Viktor Orbán er bloavezh 2014 a zo savet evit reiñ harp da frankiz bro Sikulia (1,2 million a hungariz), betek mont da reiñ e harp d'an holl Hungariz ledet dre[5]:

An dra-se a zo gwelet gant pennoù ar vroioù tro-dro ha plantet e kaozioù Orbán evel un diskleriadur kreñv, impalaeriel, hag harpet gant bro Rusia.

Tro-dro da Devezh Frankiz Sikulia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • An 10 a viz Meurzh 2015, András Schiffer diskennad da Árpád Szakasits en deus bet kemeret perzh en ur vanifestadeg gant 500 a dud e-pad Devezh frankiz Sikulia[6]
  • Ar strollad politikel Jobbik a zo a-du krenn gant reiñ harp da frankiz Sikulia paneveken adpakañ douaroù kollet Hungaria e Roumania[7].
  • Kuzul Sevenadurel Breizh en deus bet roet harp da selloù politikel frankiz Sikulia d'an 28 a viz gouere 2014[8]
  • Bernard Le Calloc'h, un istorour Breton a zo bet enoret gant ar Székely Nemzeti Tanács (Kuzul Broadel ar re Sikul)[9]

Skeudennoù Devezh Frankiz Sikulia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù Diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. https://web.archive.org/web/20160411173803/https://joseph-imre.com/2013/03/18/national-alliance-of-hungarian-in-canada-supports-szekler-autonomy/
  2. http://www.politics.hu/20130311/synchronized-demonstrations-for-autonomy-of-szekely-land-take-place-in-europe-america
  3. https://web.archive.org/web/20150314214346/http://hungarytoday.hu/cikk/day-szekler-freedom-demonstrations-held-across-transylvania-hungary-gallery-15513
  4. https://web.archive.org/web/20150201063619/http://www.euractiv.com/culture/hungary-romania-face-ethnic-disp-analysis-517991, Hungaria ha Roumania e-tal un enebiezh gouennel
  5. http://visegradinsight.eu/szeklerland-as-a-new-crimea1652014
  6. http://hungarytoday.hu/cikk/day-szekler-freedom-demonstrations-held-across-transylvania-hungary-gallery-15513-15513
  7. https://web.archive.org/web/20160310124904/https://jobbik.hu/hireink/autonomiat-szekelyfoldnek
  8. https://web.archive.org/web/20160304202414/http://sznt.sic.hu/fr/index.php?option=com_content&view=article&id=196:linstitut-culturel-de-bretagne-soutient-la-petition-europeenne-des-sicules-et-participe-a-leur-10eme-camp-emi-autonomie-sicule&catid=16:hirek&Itemid=22&lang=fr
  9. https://web.archive.org/web/20160304203542/http://sznt.sic.hu/fr/index.php?option=com_content&view=article&id=190:m-bernard-le-calloch-a-marosvasarhely&catid=16:hirek&Itemid=22&lang=fr