Mont d’an endalc’had

Deus'ta !

Eus Wikipedia

Deus'ta ! zo ur fest hag ur gevredigezh a zo o fal brudañ ha skoazellañ yezh ha sevenadur Breizh e Bro Brest, en ur veskañ sevenadur ha plijadur. Digor d'an holl ha digoust e vez an abadennoù.

  • Skoazellañ kevredigezhioù hag a labour evit ar sevenadur hag evit ar yezh.
  • Klask gouzout perak ha penaos deskiñ brezhoneg hiziv.
  • Startaat al liammoù etre ar skolioù, bed ar sevenadur hag an dud.
  • Mont war-raok asambles gant ur raktres brav, luskus ha plijus.
  • 2018 : da-geñver he 40 vloaz e voe aozet gant skol Diwan Brest ur pred bras er Gabusined, gant ur fest-noz bras, ur veilhadeg, prezegennoù, kêriadenn ar c'hevredigezhioù, filmoù ; 12 000 a dud a voe.
  • 2019 : SKED, Div Yezh ha skolaj Diwan Penn-ar-Bed a gemeras perzh ; 16 000 a dud a voe.
  • 2020 : ur stal-labour teulfilmoù a voe savet gant skolioù divyezhek Brest ; kalz a draoù a voe nullet en abeg da vedreuziad ar C'HOVID-19.
  • 2021 : kevredigezhioù all eus Brest Meurgêr a voe degemeret en aozadur ; 300 den a-youl-vat hag 20 000 a dud zo bet en holl.
  • 2022 : distroet 'vo ar fest er Gabusined d'ar 5 ha 6 a viz Du
Skritell Deus 'ta ! e 2018

Er Gabusined, ur blasenn publik ha bras e kreiz-kêr Brest, emañ kalon ar fest.
E lec'hiou all e vez degemeret abadennoù a bep seurt : beilhadegoù er Mac Orlan, filmoù er sinema Les Studios, teatr en Astralab (ar Releg), prezegennoù e Skol-Veur Brest gant ar KEBK, hag all.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]