Desi Arnaz
Desiderio Alberto Arnaz y de Acha III ( Santiago de Cuba, 2 a viz Meurzh 1917 – 2 a viz Kerzu 1986, Del Mar (California), anavezetoc'h evel Desi Arnaz pe Desi Arnaz Sr., a oa un aktour stadunanat a orin kuban, soner ha kaner.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e oa Desiderio Alberto Arnaz y de Acha, III, en Santiago de Cuba e ti Desiderio Alberto Arnaz y de Alberni II (1894 – 1973) hag e bried Dolores de Acha (1896 –1988). E dad a oa maer Santiago, hag ar yaouankañ maer biskoazh. E dad-kozh a-berzh mamm, Alberto de Acha, a oa unan eus pennoù ar gompagnunezh Bacardi .
Hervez Arnaz (en e vuhezskrid, A Book' (1976)) o devoa tri hacienda, ur palez, un ti hañv en un enezenn e Bae Santiago. Goude Dispac'h Kuba, hini 1933, kaset gant Fulgencio Batista pa voe diskaret ar Prezidant Gerardo Machado, e voe bac'het Alberto Arnaz ha kemeret e vadoù digantañ. C'hwec'h miz goude e voe laosket da vont goude hanterouriezh e vreur-kaer Alberto de Acha. Hag an tiegezh da dec'hel da Miami. Eno ec'h eas Desi da St. Patrick Catholic High School, hag e 1934 da Saint Leo Prep (e-kichen Tampa) da sikour gwellaat e saozneg.
Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Too Many Girls, renet gant George Abbott (1940)
- ''Father Takes a Wife, renet gant Jack Hively (1941)
- Four Jacks and a Jill, renet gant Jack Hively (1942)
- The Navy Comes Through, renet gant A. Edward Sutherland (1942)
- Bataan, renet gantTay Garnett (1943)
- Cuban Pete, renet gant Jean Yarbrough (1946)
- Jitterumba, renet gant Will Cowan - cortometraggio (1947)
- Holiday in Havana, renet gant Jean Yarbrough (1949)
- I Love Lucy, renet gant Edward Sedgwick (1953)
- The Long, Long Trailer, renet gant Vincente Minnelli (1954)
- Forever, Darling, renet gant Alexander Hall (1956)
- The Escape Artist, renet gant Caleb Deschanel (1982)
Sonenrolladurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- A Book (1976). Eñvorennoù.