Departamant Sétif

Eus Wikipedia

Departamant Sétif a oa un departamant gall en Aljeria etre 1957 ha 1962 pa zeuas ar vro da vout dizalc'h.

Pa voe aloubet Aljeria gant ar C'hallaoued e voe krouet departamantoù, d'an 9 a viz Kerzu 1848. Diwar neuze e oa tri departamant en Aljeria, hini Oran, hini Aljer ha hini Constantine. Setif a oa neuze e departamant Constantine, hag un isprefeti a oa eno. E 1957 e cheñchas an traoù pa voe krouet departamant Setif.