Mont d’an endalc’had

David Livingstone

Eus Wikipedia
David Livingstone
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Rouantelezh-Unanet, Bro-Skos Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denDavid Livingstone Kemmañ
Anv-bihanDavid Kemmañ
Anv-familhLivingstone Kemmañ
Deiziad ganedigezh19 Meu 1813 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBlantyre Kemmañ
Deiziad ar marv1 Mae 1873 Kemmañ
Lec'h ar marvIlala Hill Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmalaria Kemmañ
Lec'h douaridigezhabati Westminster Kemmañ
Breur pe c'hoarCharles Livingstone Kemmañ
PriedMary Livingstone Kemmañ
BugelAgnes Livingstone Bruce Kemmañ
KarRobert Moffat (explorateur) Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherergerzhour, physician writer, douaroniour, skrivagner, missionary Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Glasgow, Charing Cross Hospital Medical School, Imperial College School of Medicine, Gilbertfield House School Kemmañ
RelijionCongregational churches Kemmañ
Ezel eusRoyal Geographical Society, London Missionary Society Kemmañ
Prizioù resevetezel eus ar Royal Society, Patron’s Medal, Grande Médaille d'Or des Explorations, Fellow of the Royal Geographical Society Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
David Livingstone

David Livingstone (19 a viz Meurzh 1813 - 1añ a viz Mae 1873) a oa un ergerzher ha misioner skosat. Tremen a reas ar braz eus e vuhez oc'h ergerzhet Afrika, evit mad Impalaeriezh trevadennel Breizh-Veur, hag o prezeg an aviel da dud ar c'hevandir-se hag o stourm a-enep ar sklaverezh. An Europad kentañ e voe oc'h ergerzhet traoñienn ar stêr Zambezi ha klask a reas e-pad pell kavout eien ar stêr Nil.

Ganet e voe e Blantyre (Baile an t-Saoir e gouezeleg), er su d'ar stêr Clyde, er mervent da gêr Glasc'ho. Mab e oa da Neil Livingstone (1788-1856) hag e wreg Agnes (1782-1865). Da zek vloaz en em lakaas da labourat el labouradeg koton a oa e Blantyre. Daoust da se ez eas d'ar skol ivez. Goude klevet ur misioner o c'hervel an dud da vont da sikour tud Sina, ez eas da skol-veur Anderson, e Glasc'ho, e 1836 , da studiañ doueoniezh. Buan a-walc'h goude e voe degemeret e Kevredigezh Misionoù Londrez (London Missionary Society) ha mont a reas da Londrez da studiañ medisinerezh. Eno e reas anaoudegezh gant ur Skosad, Robert Moffat, a oa misioner e Kuruman, e Suafrika. E 1841 ez eas Livingstone da g-Kuruman ivez, hag alese ez eas war-zu an norzh, adalek 1844, da visioniñ e Bechuanaland. Darbet e voe dezhañ bezañ lazhet gant ul leon eno.

E 1845 e timezas da verc'h Robert Moffatt, Mary. Etre 1852 ha 1856 e voe oc'h ergerzhet an douaroù en norzh da Suafrika. An Europad kentañ e voe o welet lammoù-dour, anvet Mosi-oa-Tunya gant an dud eus ar vro, hag a voe roet dezho an anv lammoù-dour Victoria gant Livingstone, en enor d'ar rouanez Victoria. Eñ ivez e voe an Europad kentañ o treuziñ Afrika, eus Luanda, war ribl ar Mor Atlantel, da g-Quelimane, tost da aod Kanol Mozambik.

Eus 1858 da 1864 e voe, e penn ur strollad tud, oc'h ergerzhet traoñienn ar stêr Zambezi. E 1866 e stagas, eus Zanzibar, gant un ergerzhadenn a oa he fal kavout eien an Nil. An Europad kentañ e voe ivez o welet al Lenn Malawi. Dre ma ne oa, abaoe ur pennadig, keloù ebet anezhañ oc'h erruout betek Zanzibar, e voe kaset Henry Morton Stanley, e 1869, da glask war e lerc'h. Adkavet e voe Livingstone gant Stanley, war ribl al Lenn Tanganyika, d'an 10 a viz Du 1871. Eno e tistagas Stanley ar gerioù brudet-mañ, hervez a gonter : "Dr. Livingstone, I presume?". Daoust ma oa klañv ha gwan e fellas da Livingstone chom en Afrika ha kenderc'hel da glask eien an Nil. Mervel a reas, bloaz hanter diwezhatoc'h, d'ar 1añ a viz Mae 1873, en ur gêriadenn er mervent d'al Lenn Bangweulu, a zo e Zambia hiziv, diwar meur a gleñved, malaria ha flus-gwad moarvat.