Mont d’an endalc’had

Daouzek labour Asteriks

Eus Wikipedia
Logo an heuliad Asteriks e brezhoneg

Daouzek labour Asteriks zo ur film bevaat savet gant René Goscinny hag Albert Uderzo, hag a zo deuet er-maez e 1976. An trede film-bevaat diazezet war troioù-kaer Asterix ar Galian hag Obeliks eo, met diazezet eo an dresadenn-vev evit ar wech kentañ war un istor dibar, krouet evit ar film ha n'eo ket evit ur vannenn-dreset, awenet gant daouzek trevel Herakles. Ar film diwezhañ eo o vezañ sevenet gant daou grouer ar vanenn-dreset a-raok marv Goscinny e 1977.

Advouezhiet eo bet ar film e brezhoneg e 2016 gant ar studio Dizale, ha skignet war-lerc'h er sinema[1] hag er skinwel meur a wech gant Brezhoweb[2],[3].

Er bloaz 50 a-raok J-K. Dalc'het eo Galia gant ar Romaned war-bouez ur gêriadennad a stourm, c'hoazh hag adarre, ouzh an alouberien. Goude bezañ klevet e oa galloudoù gwir zoueed d'ar C'halianed disuj-se, e tiviz Jul Kaezar daeañ anezhe. Asteriks hag Obeliks a ranko neuze talañ ouzh daouzek amprouenn. Ma teuont a-benn anezhe, en deus touet Kaezar ez aio kuit hag e roio e c'halloud d'o ziern Berrevrec'hiks. Met ma c’hoarvez gante c'hwitañ warne, e c'houzañvint fulor Kaezar.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]