Dantelez



Dantelez zo danvez graet gant neud, ha n'eo ket gwiadet, neud seiz pe lin, peurvuiañ. Dantelezerien ha dantelezerezed eo an dud a ra dantelez.
Dilhad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A bep seurt dilhad a vez graet gant dantelez. Gouelioù ha mantilhennoù, da lakaat war ar penn, hivizoù-noz d'ar merc'hed alies, met ivez manegoù pe berrloeroù zoken.
Binvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pa nelabourer ket gant an nadoz e c'haller ober gant gwerzhidoù.
Tourioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er c'hanaouennoù kozh e vez kaoz a-wechoù eus tourioù dantelezet Breizh-Izel.
Dantelez brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E meur a vro e kaver dantelez brudet: Brugge, Mechelen, ...
E Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brudet eo bet dantelez ar Vro-Vigoudenn. Ur mare zo bet, ha betek deroù ar bloavezhioù 1980, e weled e Breizh maouezed gant koefoù bigoudenn o werzhañ dantelez e korn ar ruioù, e Roazhon, Sant-Brieg, Brest, ha Kemper evel-just. Darn anezho a nac'he komz brezhoneg ouzh ar re yaouank.