Danny Elfman

Eus Wikipedia
Danny Elfman

Danny Elfman pe Daniel Robert Elfman a zo ur sonaozour sinema stadunanat.

Ganet eo bet d'an 29 a viz Mae 1953 e Los Angeles, Kalifornia (SUA). Dimezet eo gant ar gomedianez Bridget Fonda.

Kanet ha sonet en deus er strollad Oingo Boingo, etre 1976 ha 1995. An anv The Mystics Knights Of The Oingo Boingo a oa gant ar strollad da gentañ-tout. Seizh albom zo bet savet ganto. Un eizhvet, So-Lo a oa sinet gant anv Danny Elfman hepken. E-touez kanaouennoù brudetañ ar strollad emañ Weird Science. Implijet e oa bet er film (John Hugues, 1985) hag er rummad-filmoù (1994-1997), ar memes titl Weird Science ganto. Er strollad Oingo Boingo e sone gant unan eus e genlabourerien fealañ, Steve Bartek, a gendalc'h da skoazellañ anezhañ hiziv war e sonskridoù evit ar sinema.

Sonaozour muiañ karet Tim Burton eo. Savet en deus sonerezh eus pep brasañ e filmoù. E vouezh a c'heller klevet ivez er film The Nightmare Before Christmas. Reiñ a ra e vouezh d'an haroz Jack, Barrel (unan eus an tri bugel) hag ar furlukin pa gan an tudennoù-se er film. Kanañ a ra ivez an darn vrasañ eus kanaouennoù ar film Charlie and the Chocolate Factory. Ouzhpenn e genlabour feal gant Tim Burton, en deus skoulmet darempredoù gant ar filmaozerien Sam Raimi ha Gus Van Sant.

Savet en deus ivez meur a don evit an tele, en o zouez tonioù The Simpsons, krouet gant Matt Groening, Tales From The Crypt, The Flash, Dilbert, Desperate Housewives...

E 2004 e savas ton pennañ ar c'hoari video Fable, renet gant Peter Molyneux, evit X-Box Microsoft. Ar peurrest eus ar sonerezh zo bet savet gant Russell Shaw.

D'an 23 a viz C'hwevrer 2005 en deus Danny Elfman tañvaet d'ur mod nevez da sevel ha kinnig e sonerezh. D'an deiz-se e Carnegie Hall e oa bet tu da glevet e sonskrid Serenada Schizophrana. Pedet e oa bet gant an American Composers Orchestra da sevel ur sonskrid. C'hwec'h lodenn zo dezhañ, savet evit laz-seniñ ledan, binvioù elektronek, daou biano ha laz-kanañ merc'hed.


Roll filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]