Damask
Rann eus | Hauran |
---|---|
Anv ofisiel | دمشق |
Anv er yezh a orin | دمشق |
Yezh ofisiel | arabeg |
Stad | Siria |
Kêr-benn eus | Siria |
E tiriad | Damascus Governorate |
Gwerzhid-eur | UTC+03:00 |
War ribl | Barada |
Daveennoù douaroniel | 33°30′47″N 36°17′31″E |
Penn an aotrouniezh | Bishr Al Sabban |
Ezel eus | Organization of World Heritage Cities |
Darvoud-alc'hwez | 1949 Al-Menashe synagogue attack in Damascus, Siege of Damascus, Siege of Damascus, Siege of Damascus, Siege of Damascus |
Lec'hienn ofisiel | http://www.damascus.gov.sy/ |
Banniel (deskrivadur) | banniel |
Time of earliest written record | 2500 BCE |
Kod pellgomz an takad | 011 |
Category for the view of the item | Category:Views of Damascus |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Damascus |
Kêr-benn ha kêr vrasañ Siria eo Damask ( دمشق الشام Dimashq ash-Shām en arabeg). Diazezet e oa bet war-dro -3500 ken e vez kredet e c'hellfe bezañ ar gêr annezet dibaouez koshañ er bed, koshoc'h eget kêrioù Al Fayyoum ha Gaziantep. Poblañs brasjedet : war-dro 4,5 milion a annezidi.
Orin an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En arabeg e vez graet دمشق الشام Dimashq ash-Shām eus ar gêr, berraet e Dimashq, met peurliesañ e vez lavaret ash-Shām hepken gant Sirianed hag Arabed ar broioù nes. Ash-Shām a dalvez an Norzh en arabeg hag anvet e vez Siria ha dreist-holl Siria Veur Bilād ash-Shām — بلاد الشام, “bro an Norzh” — en arabeg. Damask a zeu eus ar gresianeg Δαμασκός, dre al latin diwar ur stumm aramaek דרמשק Darmeśeq, da lavaret eo “lec'h ar puñsoù”. Koulskoude e voe kavet en Ebla tablezennoù kentaramaek gant an anv Damaski evit ur gêr er Su. [1]. Damask a zo bet e-barzh proviñs Amurru, ul lodenn eus rouantelezh an Hiksosed eus -1720 da -1570.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-hed 80 km eus ribl ar Mor Kreizdouar, e goudor Menezioù Anti-Liban ha war un uhelgompezenn 680 metr uhelded emañ Damask.