Mont d’an endalc’had

Daimon

Eus Wikipedia
Un daimon eo Eros
470-450 KJK – Mirdi al Louvre

Un daimon (henc'hresianeg : δαίμων daímōn "doue", "doueel", "galloud", "tonkad" ; liester : daímones) zo ur boud speredel e mitologiezh Henc'hres.

Gallout a ra bezañ spered pe ene un den marv, hogen evel boud na denel na doueel e vez taolennet peurliesañ. An daimones zo hanterourien etre an denelezh hag an doueegezh. Graet e veze "hiniennel daimon" eus tudennadur tonkad un den. An daimon gresian a c'hall bezañ keñveriet gant ar genius roman.

Ral a wezh e veze implijet ar ger gantHomeros, ha netra nemet evit taolenniñ levezonoù speredel na zeuont eus doueegezh ebet. Gant Hesiodos e c'halled kavout ar ger diwar-benn speredoù hegarat hag a ambrouge pep den. Hervezañ e teue ar boudoù-se eus eneoù a veve e-pad an Oadvezh Aour.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Chantreine, Pierre.Dictionnaire étymologique de la langue grecque – Histoire des mots, levrenn 1. Paris : Éditions Klincksieck, 1968, p. 246