Dafydd Elis-Thomas

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Dafydd Elis-Thomas e 2011

Dafydd Elis-Thomas (ganet d'an 18 a viz Here 1946), zo ur politiker kembreat. Kannad en anv Plaid Cymru e voe e Ti ar C'humunioù, evit pastell-vro Meirionydd, eus 1974 betek 1992, hag e Bodadenn Vroadel Kembre, ma voe prezidant ar Vodadenn, eus 1999 betek 2011. E penn Plaid Cymru e voe eus 1984 da 1991. E 1992 e oa bet anvet da "bar" gant ar Rouanez Elizabeth II hag abaoe en deus ur sez e Ti al Lorded ma reer "Baron Elis-Thomas of Nant Conwy" anezhañ.

Kadoriad Bwrdd yr Iaith Gymraeg e voe etre 1994 ha 1999, hag ezel eus meur a guzul-merañ (Kuzul Arzoù Kembre, British Film Institute). Goude bezañ bet o kelenn e Coleg Harlech hag e skol-veur Bangor e voe anvet da brezidant Skol-veur Bangor e 2000.

E miz Here 2016 en doa kuitaet Plaid Cymru, met chomet eo e Bodadenn Vroadel Kembre evel kannad dizalc'h, a-du gant gouarnamant Carwyn Jones.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.