Kalvennig pers
Neuz
(Adkaset eus Cyanistes cyanus)
| |||
---|---|---|---|
Ur galvennig pers,
luc'hskeudennet e Kirgizstan.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Paridae | ||
Genad : | Cyanistes | ||
Anv skiantel | |||
Cyanistes cyanus (Pallas, 1770) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:
Ar galvennig pers[1] (liester : kalvenniged pers)[2] a zo ur spesad golvaneged, Cyanistes cyanus an anv skiantel anezhañ.
Anvet e voe Parus cyanus (kentanv) da gentañ-penn (e 1770)[3] gant al loenoniour ha louzawour alaman Peter Simon Pallas (1741-1811).
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Cyanistes cyanus
-
Vioù Cyanistes cyanus cyanus
N'eo ket ur spesad tremeniat hag an darn vrasañ eus an evned a chom e-pad ar goañv. E neizh a ra e-barzh un toull-gwez ha dozviñ war-dro dek vi.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad a gaver an eizh isspesad[4] anezhañ e Rusia hag Azia ar C'hreiz :
- Cyanistes cyanus berezowskii, e hanternoz-kreiz Sina,
- C. c. carruthersi, eus Kirgizstan da hanternoz Tadjikistan,
- C. c. cyanus, (Pallas, 1770), eus Belarus, kornôg ha kreiz al lodenn europat eus Rusia da greiz Menez Oural,
- C. c. flavipectus, eus kreisteiz Kirgizstan da hanternoz Afghanistan,
- C. c. hyperrhiphaeus, e mervent Oural, mervent Siberia ha hanternoz Kazakstan,
- C. c. koktalensis, e douaroù izel gevred Kazakstan,
- C. c. tianschanicus, e menezioù gevred Kazakstan, Kirgizstan ha gwalarn Sina,
- C. c. yenisseensis, eus kreisteiz-kreiz da reter Siberia, e hanternoz Mongolia ha biz Sina.
Kavet e vez er c'hoadegoù klouar pe mesket, er geunioù hag er bodegoù.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Cyanistes cyanus el lec'hienn BirdLife International.
- (en) Cyanistes cyanus e lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pêrig Herbert, Anvioù laboused Europa - Pennad 13 : eus ar Muscicapidæ betek ar Certhiidæ, hor YEZH, niverenn 220, goañv 1999, pajenn 8.
- ↑ TermOfis Ofis publik ar brezhoneg : kalvennig pers | f. | kalvenniged pers | mésange azurée | Cyanistes cyanus (= Parus cyanus) (étudié).
- ↑ (en) AnimalBase.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Cyanistes cyanus.