Mont d’an endalc’had

Cuan Mó

Eus Wikipedia
Cuan Mó, gwelet eus Cruach Phádraig
Setu pelec'h emañ Cuan Mó, pe Clew Bay, e kornôg Iwerzhon

Cuan Mó (en iwerzhoneg, pe Clew Bay e saozneg) zo ur bae bras war aod kornôg Iwerzhon, e kontelezh Maigh Eo.

Emañ enez Cliara dirak genoù ar bae hag ur bern inizi bihan zo strewet ennañ. War an douar-bras e kaver en-dro d'ar bae kêrioù evel Cluain Cearbán, Cathair na Mart pe Baile Uí Fhiacháin. Emañ menezioù Cruach Phádraig er c'hreisteiz d'ar bae ha Néifinn en hanternoz dezhañ.