Cluain Cearbán
Neuz
Cluain Cearbán (Louisburgh e saozneg) zo ur gêr vihan eus Iwerzhon, e kornôg kontelezh Maigh Eo.
Emañ en arvor, war aod kreisteiz ur bae anvet Cuan Mó. Eno e voe ganet ar vorlaerez Gráinne Ní Mháille. Alese e loc’h ar bagoù da vont da inizi Cliara hag Inis Toirc.
Savet e oa bet ar gêr e dibenn an XVIIvet kantved, en ul lec’h anvet Cluain Cearbán, ha roet e oa bet d’ar gêr nevez-se an anv "Louisburgh", e saozneg, en enor da Emgann Louisbourg, ur c'hrogad a oa bet etre Frañsizien ha Saozon e Nova Scotia, e Kanada, e 1758. En iwerzhoneg e voe kendalc’het d’ober gant an anv kozh avat.