Cruach Phádraig

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Cruach Phádraig

Cruach Phádraig (hervez an iwerzhoneg, pe Croagh Patrick hervez ar saozneg) zo ur menez e kornaoueg Iwerzhon, e kontelezh Maigh Eo. 764 metr eo e uhelder. Emañ nepell diouzh kêr Cathair na Mart.

Div gern uheloc'h zo er gontelezh : Cnoc Maol Réidh (Mweelrea) ha Néifinn (Nephin pe Nefin), met Cruach Phádraig eo an hini anavezetañ abalamour d'ar birc'hirinded a vez graet eno bep bloaz da Sul diwezhañ miz Gouere. En enor da Sant Padrig e vez graet : a-hervez e oa bet ar sant o yunañ eno e-pad 40 devezh er bloavezh 441 hag en doa savet ur chapel eno. Etre 15 000 ha 30 000 pirc'hirin a vez eno d'an devezh-se, ha bep bloaz e vez war-dro 100 000 a dud en holl o pignat gant ar menez.