Crug Hywel
Neuz
Crug Hywel (a vez graet Table Mountain anezhañ e saozneg ivez) a zo un duchenn 451 m a uhelder e Mynydd Du Menoe, e gevred Kembre, en aradennad Pen Cerrig-calch (701 m), e-kichen kêr Crucywel anvet diwar e lerc'h.
E lein ar menez e oa ur bryngaer (eus bryn, bre, menez, ha caer, kêr, kreñvlec'h) en Oadvezh an Houarn gant ur foz hag ur c'hleuz douar ha mein. Se zo kaoz moarvat eo plaen al lein.