Cribrarula taitae
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cribrarula | ||
Anv skiantel | |||
Cribrarula taitae Burgess ,1993 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Cribrarula taitae a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Cribrarula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a vev e Melanezia hag e Polinezia ar c'hornog er Meurvor Habask an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Burgess e 1993 dindan an anv genad Cribrarula hag hini ar spesad Cribrarula taitae [2],[3].
Roet eo bet anv ar spesad taitae en enor da Grace Tait Burgess, gwreg an diskriver.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cribrarula taitae bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea taitae (Melvill, 1888) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus isspesad ebet a zo bet diskrivet evit ar poent.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin ral a vez kavet war an aod vev dindan hag e-barzh koural war vord al lagon an hini eo.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 12 mm ha 15 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 9 mm pe ramz betek 22 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Spesadoù all ar genad Cribrarula gant livioù damheñvel ha dreist-holl Cribrarula gaskoini, Cribrarula cumingii ha Cribrarula catholicorum .
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo e Melanezia hag e Polinezia ar c'hornog er Meurvor Habask.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 14 a viz Eost 2015, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=391592(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'ar 14 a viz Eost 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=567603(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)