Cribrarula gaskoini
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor Gaskoin
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cribrarula | ||
Anv skiantel | |||
Cribrarula gaskoini (Reeve,1846) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Cribrarula gaskoini a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Cribrarula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin divoutin a vev en inizi Hawaii er Meurvor Habask an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Reeve e 1846 dindan an anv genad Cribrarula hag hini ar spesad Cribrarula gaskoin[2],[3].
Roet eo bet anv ar spesad gaskoini en enor dan Ao. J. S. Gaskoin, dastumer kregin a vro Saoz (1790-1858).
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cribrarula gaskoini bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea gaskoini (Reeve, 1846) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Cribrarula gaskoinii (Reeve, 1846) dre fazi</ref>,[3].
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus isspesad ebet a zo bet diskrivet evit ar poent.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin divoutin a vez kavet war an aod vev betek 50 m donder dindan hag e-barzh koural an hini eo.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 15 mm ha 25 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 10 mm pe ramz betek 30 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Spesadoù all ar genad Cribrarula gant livioù damheñvel ha dreist-holl Cribrarula cumingii, Cribrarula catholicorum ha Cribrarula taitae .
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo en inizi Hawaii er Meurvor Habask .
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 14 a viz Eost 2015, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=391592(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'ar 14 a viz Eost 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=529735(en)
- ↑ 3,0 ha3,1 Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)