Cribrarula catholicorum

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Cribrarula catholicorum
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Cribrarula
Anv skiantel
Cribrarula catholicorum
(Schilder & Schilder ,1938)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Cribrarula catholicorum a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Cribrarula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin divoutin a vev er Melanezia er Meurvor Habask an hini eo.

Taksonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Schilder & Schilder e 1938 dindan an anv genad Cribraria[2],[3].

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cribrarula catholicorum bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cribraria catholicorum Schilder & Schilder, 1938 anv an driskrivadenn hag anv aet da get.
  • Cypraea catholicorum (Schilder & Schilder, 1938) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.

Isspesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus isspesad ebet a zo bet diskrivet evit poent.

Bevoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregin divoutin a vez kavet an aliesañ war an aod bev dindan bloc'hadoù koural war ar c'harreg bev an hini eo.

Ment[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 12 mm ha 18 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 10 mm pe ramz betek 23 mm.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Spesadoù all ar genad Cribrarula gant livioù damheñvel ha dreist-holl Cribrarula cribraria ha Cribrarula gaskoinii

Kartenn al lec'hioù bevañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo e Melanezia er Meurvor Habask .

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 21 a viz Meurzh 2015, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=391592(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'ar 21 a viz Meurzh 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=5676043(en)
  3. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)