Mont d’an endalc’had

Cribrarula fallax

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Cribrarula fallax
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Cribrarula
Anv skiantel
Cribrarula fallax
(Smith,1881)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Cribrarula fallax a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Cribrarula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral-tre a vev e mervent Aostralia er Meurvor Habask an hini eo.

Taksonomiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant E.A. Smith e 1881 dindan an anv genad Cribrarula[2],[3].

Talvezout a ra anv latin ar spesad fallax, gwenn, hep chañs ebet da zont a benn.

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cribrarula fallax bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea fallax (Smith, 1881) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.

Daou isspesad a zo bet diskrivet diouzh al lec'h ma vevont ha nebeut variadennigoù stumm pe liv :

  • Cribrarula fallax antonellae Chiapponi, Lorenz & S. Marshall, 2013.
  • Cribrarula fallax fallax (E. A. Smith, 1881).

Kregin ral-tre a vez kavet marv war an aod (beached) pe dindan reier e-touesk spouennoù -mor dindan nebeut metroù donder an hini eo.

Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 28 mm ha 33 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 20 mm pe ramz betek 36 mm.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Spesadoù all ar genad Cribrarula gant livioù damheñvel ha dreist-holl Cribrarula exmouthensis .

Kartenn al lec'hioù bevañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo e mervent Aostralia er Meurvor Habask.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 14 a viz Eost 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=391592(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'ar 14 a viz Eost 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=567762(en)
  3. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)