Cribrarula exmouthensis
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cribrarula | ||
Anv skiantel | |||
Cribrarula exmouthensis (Melvill,1888) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Cribrarula exmouthensis a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Cribrarula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin divoutin a vev e Gwalarn Aostralia er Meurvor Habask an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Melvill e 1888 dindan an anv genad Cypraea hag hini ar spesad Cypraea cribraria var. Exmouthensis[2],[3].
Dont a ra anv ar spesad exmouthensis eus hini Golf Exmouth en Aostralia ar C'hornôg.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cribrarula exmouthensis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea exmouthensis (Melvill, 1888) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar isspesad a zo bet diskrivet diouzh al lec'h ma vevont ha nebeut variadennigoù stumm pe liv :
- Cribrarula exmouthensis abrolhensis Lorenz, 2002.
- Cribrarula exmouthensis magnifica Lorenz, 2002.
- Cribrarula exmouthensis rottnestensis Lorenz, 2002 a vev e mervent Aostralia.
- Cribrarula exmouthensis exmouthensis (Melvill, 1888).
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin divoutin a vez kavet war an aod vev betek muioc'h eget 100 m donder an hini eo.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 20 mm ha 31 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 14 mm pe ramz betek 42 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Spesadoù all ar genad Cribrarula gant livioù damheñvel ha dreist-holl Cribrarula cribraria .
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo e Gwalarn Aostralia er Meurvor Habask .
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 21 a viz Meurzh 2015, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=391592(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'ar 26 a viz Meurzh 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=396631(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)