Mont d’an endalc’had

Cres

Eus Wikipedia
Porzh Porozina
Porzh Porozina
Pelec'h emañ Cres en arvor Kroatia
Pelec'h emañ Cres en arvor Kroatia

Cres (distaget [tsrɛs] e kroateg, Cherso en italianeg, Kersch en alamaneg, Crepsa e latin, Χερσος e gresianeg) zo un enezenn en arvor Kroatia. Unan eus inizi pleg-mor Kvarner eo ha mont a reer betek enni gant bigi a loc’h diouzh enez Krk pe diouzh ledenez Istria hag a erru e porzh Porozina.

Brasoc’hik eget Krk eo Cres, gant ur gorread 405 78 km², ha neuze ez eo enezenn vrasañ Kroatia. Annezet eo gant 3 184 a dud (2001). Cres eo ar gêr vrasañ, kêrioù bihan all zo evel Porozina.

Cres hag enez Lošinj, e-kichen, ne oa anezho nemet un enezenn gwechall-gozh. Dispartiet e voent gant ur ganol kleuzet da vare ar Romaned, met ur pont zo war ar ganol-se en Osor, ur gêr diazezet war an div enezenn, en daou du d’ar ganol.

Evel ma c’hoarvezas gant meur a enezenn all eus Dalmatia, e voe e Republik Venezia e-pad meur a gantved. E 1809 ez eas e-barzh Impalaeriezh Napoleon. En XIXvet kantved e oa ul lodenn eus Impalaeriezh Aostria. Hag e 1920, goude ar Brezel-bed Kentañ e voe roet da Italia (Feur-emglev Rapallo). Padout a reas kement-se betek 1947 pa voe roet da Yougoslavia, gant ledenez Istria ha meur a enezenn all eus Kroatia. Goude-se ez eas kuit kalz italianegerien eus an enez, met un nebeud anezho zo c'hoazh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.