Mont d’an endalc’had

Corcyre

Eus Wikipedia

Corcyre a oa anv un departamant gall eus Gres da vare an Dispac'h gall hag Impalaeriezh c'hall kentañ, en enez a zo anavezet evel Korfou, hec'h anv hervez an italianeg, hag en inizi all tro-dro dezhi (Paxos, Antipaxos) hag ivez kreñvlec'h Parga.

Dont a ra an anv gallek Corcyre eus stumm latin anv enez Korfou, Κέρκυρα (Kérkyra), e gresianeg a-vremañ, bet anvet ivez Κόρκυρα (Kórkyra) e gregach.

Krouet e oa bet an departamant e 1797, pa voe staget an Inizi Ionian, a oa da Republik Venezia betek-hen, ouzh Bro-C'hall. Kollet e voe e 1799, pa zilestras ar Rused, met ne voe dilamet en-ofisiel nemet e 1802.


Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]