Mont d’an endalc’had

Claudine Loquen

Eus Wikipedia
Claudine Loquen
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv ganedigezhClaudine Loquen Kemmañ
Anv-bihanClaudine Kemmañ
Anv-familhLoquen Kemmañ
LesanvLoquen Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 C'hwe 1965 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSainte-Adresse Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherlivour, kizeller, skeudennaouer Kemmañ
Bet war ar studi eLycée Jeanne-d'Arc, University of Rouen-Normandy Kemmañ
LuskadArt singulier, naïve art, Arz garv Kemmañ
Prizioù resevetJean-Anouilh Award Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.claudine-loquen.com/ Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerreproduction right represented by CISAC-member Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Claudine Loquen, bet ganet e Sainte-Adresse (Saena-an-Arvor) d'an 22 a viz C'hwevrer 1965, zo ul livourez, ur gizellerez hag ur skeudennaouerez c'hall.

Au café des joues rouges - Claudine Loquen

Claudine Loquen a oa bet ganet asambles gant he c’hoar gevell d’an 22 a viz C’hwevrer 1965, e Sainte-Adresse e Saena-an-Arvor. Eus tu he zad e teue he hendadoù eus Plouvalae. Goude bezañ tapet ar vachelouriezh e 1982, kregiñ a reas da studiañ al lennegezh e skol-veur Rouan, ha goude-se e reas meur a vicher.

He diskouezadeg personel kentañ a oa bet aozet e 2003 er c'hafe lennegel Aux deux Magots, e Pariz. Diskouez a reas ingal hec'h oberennoù er Palier Rollin e Rouan eus 2018 da 2023. Loreet e voe gant ar priz Jean Anouilh (2014) hag ar priz Arz naïf (2021). Un nebeud eus hec'h oberennoù zo bet diskouezet e mirdioù en estrenvro, evel e Mirdi etrebroadel an arz eeun e Magog (Kanada)[1], pe e Belgia[2].

  • 2025 : Ur wech 'oa, Skol-veur Rouan Normandi, Mont-Saint-Aignan • Emgav daouvloaziek 109, Bastille Design Center, Pariz • Saloñs Diskaramzer, Place de la Concorde, Pariz
  • 2024 : Tro-dro da Wenn, Ti-kêr, Saint-Aubin-lès-Elbeuf • Salon Figuration Critique, Bastille Design Center, Pariz • Salon Comparaisons, Grand Palais, Pariz
  • 2019 : Les Dames des Andelys, Mirdi Nicolas-Poussin, Les AndelysInternational Children’s Art Museum, Saloñs an Diskaramzer e Xi'an, Sina
  • 2018 : Palier Rollin, Rouan • Kengredadur ar Galon-Sakr, Saint-Aubin-lès-Elbeuf • Empruntez-moi Skol-veur Rouan Normandi, Mont-Saint-Aignan
  • 2016 : Tant qu'il y aura des loups, Musée d'Art spontané, Brusel • Imaginaives, Mirdi etrebroadel arz simpl, Magog, Kanada • Loup, où vas-tu ? Skol-veur Rouan Normandi, Mont-Saint-Aignan • National Art center Museum, Saloñs an Diskaramzer e Tokyo, Japan
  • 2011 : Portraits singuliers, Sened, Pavillon Davioud, Liozh Luksembourg, Pariz • Musée d'Art Spontané, Evere, Belgia
  • 2012 : Mirdi Hainan, Saloñs an Diskaramzer e Haikou, Sina • Les Métamorphosées, gant an embannadurioù Lelivredart, Mirdi Koc'hu Sant-Pêr, ParizFrench Art Meeting, gant an embannadurioù Patou, Kreizenn Sevenadurel Ukrainat, Pariz
  • 2009 : French connection, Alliance Française, Atlanta, SUA
  • 2004 : Princesses singulières, Ti-kêr Pariz 4re, Pariz

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) LOQUEN, Claudine, war lec'hienn mirdi arz Magog (lennet d'ar 06/04/2025)
  2. (en) Claudine Loquen, Singulart (lennet d'ar 06/04/2025)