Claude Cillart de Kerampoul

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Claude-Vincent Cillart de Kerampoul, ganet e Sarzhav e 1686 ha marvet e Gregam e 1749, a oa ur beleg ha geriadurour brezhonek.

Senesal Rewiz hag aotrou maner Kerampoul, e Perwiz, e oa e dad. Mont a reas ar mab da veleg hag anvet e voe da berson, lerc’h-ouzh-lerc’h, en Aradon, e Noal-Pondi hag e Gregam.

Embann a reas ur geriadur galleg-brezhoneg e rannyezh Gwened, e 1744, gant an anv-pluenn Monsieur de l'A*** (L'Armerye). Klask a reas lakaat da grediñ e oa bet embannet e c’heriadur e Leiden, en Izelvroioù, met moarvat e voe embannet al levr e Gwened, e ti-moullañ Galles.

Kenlabourat a reas Claude Cillart ivez da sevel geriadur Pierre de Châlons.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dictionnaire françois-breton ou françois-celtique du dialecte de Vannes, enrichi de thêmes…, « par Monsieur l’A. A Leide, par la compagnie », 1744 ; eil moulladur, Den Haag, 1756
  • Stationneu hur Salvér Jesuss Crouist, 1766 ; eil moulladur, Galles, Gwened, 1790

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]