Clément Marot

Eus Wikipedia
Clément Marot

Clément Marot (Caors, war-dro 1496/97 - Torino, 1544) a oa ur skrivagner gallek eus ar XVIvet kantved. Eus Normandi e oa e dad hag Okitanez e oa e vamm.

Skrivañ barzhonegoù a rae e dad Jean ivez (Jean des Marets pe Jean Marot). Dre ma plije e werzennoù d'an itron Michelle de Saubonne, e voe kinniget Jean Marot da Anna Breizh a oa gwreg ar roue Loeiz XII Bro-C'hall. Degemeret mat e voe gant Anna ha mont a reas da lez ar roue ha mont d'e heul da Italia.

Ar mab Clément en em lakaas da sevel barzhonegoù ivez, ha mont a reas da servijañ ar rouanez Marc'harid Navarra. Gant hounnezh e voe kinniget d'he breur Frañsez I, roue Bro-C'hall, a voe plijet gant skridoù Clément Marot. E lez ar roue e voe degemeret ar barzh ha mont d'e heul ivez.

Ouzhpenn sevel barzhonegoù e reas troidigezhioù diwar oberennoù latin ha gregach (Vergilius, Lukian Samosata). Hogen daoust ma plije e skridoù d'ar roue e voe tamallet dezhañ, buan, bezañ douget d'ar mennozhioù protestant. Toullbac'het e voe e 1525.
E 1527 e kasas d'ar roue, eus an toull-bac'h, un Epistre de Marot envoyée au Roy. Truez en devoe ar roue outañ, dieubet e voe Marot hag aotreet da zont d'al lez en-dro.

Hogen e 1533 e voe troet ar Salmoù gantañ hag adarre e voe tamallet dezhañ e vennozhioù protestant. Tec'hout a reas da Vearn, ma oa Marc'harid Navarra o ren, ha goude-se da Italia, da Ferrara, ma oa lez Renée Bro-C'hall, merc'h Anna Breizh, troet gant ar brotestantiezh ivez ha mignonez dezhañ. Eus Italia e c'hallas distreiñ da Vro-C'hall, pardonet ma oa bet dezhañ gant ar roue. Met buan e rankas tec'hout adarre, da Suis ha Savoia ar wech-mañ.

Mervel a reas e Torino e 1544.