Cixi
Cixi (Ts'eu-hi), 慈禧, bet ganet e 1835 e Beijing ha tremenet e 1908 er geoded difennet, a oa un impalaerez trederannerez eus Sina eus an dierniezh Qing (1644 - 1912). Anavezet eo er C'hornôg abalamour d'ar perzh he deus bet en emsavadeg ar Vokserien a-enep an estrenien.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa d’ur bannielour, met kemeret e oa deskadurezh Cixi e karg gant hec'h eontr goude marv he zud.
E 1852 e oa kemeret da serc'h gant an impalaer Xianfeng. Tri bloaz diwezhatoc'h e c'hane ur mab dezhañ, Zaichun e anv, a zeuas da vezañ hêr an tron. Kemm a reas neuze red he buhez.
Pa varvas an impalaer e 1861 e teuas da vezañ impalaerez trederannerez. Kurunennet e oa he mab Zaichun evel impalaer da seizh vloaz ha badezet neuze Tongzhi. Mervel a reas nebeut amzer goude avat, e 1875.
Zaitian, eil mab he breur-kaer, ar c'hentañ priñs Chun, a gemeras e lerc'h da 4 bloaz hepken, Guangxu e anv impalaer. Pa zeuas en oad-gour, e 1898 e tivizas an impalaer emellañ eus ar gouarnamant e-unan. Dindan levezon Kang Youwei e tivizas adreizhañ ar Stad hag ar melestradur, hag ober anezhi ur vonarkiezh vonreizhel. Cixi a vougas an esae adreizhadenn-se ar memes bloaz gant harp ar c'hommander Yuan Shikai ha disklêriet e oa ne oa ket gouest an impalaer da c'houarn ar vro. Kemer a reas e karg neuze rejañs an impalaeriezh.
Reiñ a reas un harp ofisiel da emsavadeg ar Vokserien a-enep an Estrenien etre 1898 ha 1901. Koulskoude e oa trec'h Kevredad an eizh broad ha rediet e oa Cixi da dec'hout da Xi'an. Lakaat a reas neuze kiriegezh orin an argadoù war chouk ar Vokserien. E 1902 e oa aotreet da zistreiñ d'ar Geoded difennet e Beijing.
Mervel a reas an impalaer Guangxu e 1908. Antronoz e tisklêrias Cixi e vefe Puyi, mab ar priñs Chun, an impalaer nevez. An deiz war-lerc'h e varvas d'he zro.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hec'h anv, Cixi, hag hini ar genrejañtez Ci'an (C'ian el levr), zo bet roet d'an div blac'h a ra kavandenn da Lanfeust en e avanturioù, e Lanfeust de Troy, heuliad bannoù-treset gant Christophe Arleston ha Didier Tarquin.
- danevellet eo bet he buhez (gant kalz frankiz) gant Pearl Buck er romant Imperial Woman.
- La vallée des roses gant Lucien Bodard a zeskriv hent Cixi betek ar galloud e stumm ur romant.
- Imperatrice Orchidée gant Manchee Min — e div levrenn — a ya a-enep d'ar steuñv deskrivet el levr a-raok.
- Danielle Elisseeff, un arbennigourez anavezet eus Bro Sina, he deus embannet e miz Ebrel 2008: "Cixi, impératrice de Chine", gant an embannadurioù Perrin.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En e raok: Impalaerez Xiao Zhen Xian |
Impalaerien hag impalaerezed Bro-Sina 1861 – 1908 |
War e lerc'h: Impalaerez Xiao Zhe Yi |