Cirencester
Stad | Rouantelezh-Unanet |
---|---|
Kêr-benn eus | Cotswold |
E tiriad | Cotswold |
Gwerzhid-eur | UTC±00:00 |
Kontelezh istorel | Gloucestershire |
War ribl | River Churn |
Daveennoù douaroniel | 51°43′8″N 1°58′5″W |
Aotrouniezh | Cirencester Town Council |
Gevellet gant | Itzehoe, Saint-Genis-Laval |
Kod-post | GL7 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.cirencester.gov.uk/ |
Kod pellgomz an takad | 01285 |
Daveennoù an Ordnance Survey | SP022021 |
Cirencester (/ˈsaɪrənsɛstər/) zo ur gêr e Gloucestershire, e Bro-Saoz, 150 km er gwalarn-kornôg da Londrez, hag ar gêr vrasañ e Distrig Cotswold. Eno emañ ar Royal Agricultural College, ar skol labour-douar koshañ er bed saoznek, bet savet e 1840. Anavezet eo mirdi kêr (Corinium Museum) evit e zastumad roman bras.
Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Corinium e oa anv latin ar gêr. Soñjal a reer e teu an anv eus hini pobl vrezhon ar g-Cornovii, emañ o anv ivez en hini ar stêr Churn[1]. Meneget e oa ar gêr evit ar wezh kentañ gant Ptolemaios e 150.
- Rivet & Smith(Daveoù a vank) : Ptol. II, 3, 12 : CORINIUM / CORINNIUM / CORONIUM, kêr an Dobunni ; Ravenna(Daveoù a vank), 10631 : CIRONIUM DOBUNORUM.
Talvoudegezh : "This is unresolved".
- Eilert Ekwall(Daveoù a vank) : Korinion ~150 Ptolemy; Durocornio (abl) 4 I.A; Cirenceaster, 577 FF ASC; Cirrenceaster ~894 Asser; Cirecestre, DB.
- Nennius(Daveoù a vank) : Cair Ceri.
- Asser.(Daveoù a vank) : Cirrenceaster qui Britannice Cair Geri nominatur.
Ardamezouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En aour e dogenn-beul en argant ; e gab kranellek en geot, karget gant un erez o tifoupañ diouzh ur flammmenn en gul.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ Cirencester war glannoù ar stêr Churn, un adstêr d'an Tavoez
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pilet e voe an Dobunni er bloaz 49 e Corinium / Cirencester gant Legio II Augusta, kaset gant Vespazian.
Er bloaz 212, Corinium / Cirencester en em gavas adarre kêr-benn keoded an Dobunni, Glevum / Gloucester o virout e statud trevad roman.
E 296, savet e voe Corinium / Cirencester da gêr-benn ar rannvro nevez Britannia Prima. D'ar c'houlz-se, gant e 101 hektar, Corinium / Cirencester a oa an eil kêr e Britannia romania goude Londinium / Londrez.
Tapet e voe Cair Geri / Cirencester etre daouarn ar West-Saxon, da heul Cair Gloiou / Gloucester, ha Kaer-Vaddon / Bath, e 577, goude koll da vat emgann Deorham.
-
Castle Street, Straed ar C'hastell
-
Marelladur henroman
-
Kelc'hva henroman Cirencester
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- H.P.R. Finberg. The Origin of Gloucestershire Towns, in Gloucestershire Studies, edited by H.P.R. Finberg. Leicester: University Press, 1957.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Cirencester - Lec'hienn Cirencester
- Cotswold Leisure Centre
- Kuzul kêr
- Cotswold HyperGuide
- Lec'hienn heñchañ Cirencester - Keleier, darvoudoù ha titouroù
- Cotswold Gliding Club
- An ilizioù anglikan e Cirencester
- Lec'hienn iliz katolik Sant Peter
- Poltredoù eus Cirencester e 3M (Anaglifoù)
- SoGlos.com — Kelaouenn enlinenn Gloucestershire