Christian Bale
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Christian Charles Philip Bale |
| Anv ganedigezh | Christian Charles Philip Bale |
| Anv-bihan | Christian, Charles, Philip |
| Anv-familh | Bale |
| Deiziad ganedigezh | 30 Gen 1974 |
| Lec'h ganedigezh | Hwlffordd |
| Tad | David Bale |
| Mamm | Jenny James |
| Leztud | Gloria Steinem |
| Pried | Sandra Blažić |
| Bugel | Luka Bale, Rex Bale |
| Yezh vamm | saozneg Breizh-Veur |
| Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg, saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Bet war ar studi e | Bournemouth School |
| Lec'h annez | Santa Monica |
| Lec'h labour | Rouantelezh-Unanet |
| Deroù ar prantad labour | 1983 |
| Facial hair | Van Dyke beard |
| Filmadurezh | Christian Bale filmography |
| Prizioù resevet | Academy Award for Best Supporting Actor, Broadcast Film Critics Association Award for Best Actor in a Comedy, Sitges Film Festival Best Actor award |
| Bet kinniget evit | Academy Award for Best Actor, Academy Award for Best Supporting Actor, Academy Award for Best Supporting Actor, Jameson People's Choice Award for Best Actor, Academy Award for Best Actor |
| Notable role | Jum-Jum, Alexei Nikolaevich, Tsarevich of Russia |
Christian Charles Philip Bale, ganet d'an 30 a viz Genver 1974 e Hwlffordd, zo un aktour saoz.
Brudet eo dre ma c'hell c'hoari rolloù disheñvel-tre ha da gemm tres e gorf hervez ar roll a vo ret c'hoari. Enoret eo bet meur a wech, gant un Academy Award ha daou Golden Globe Awards. Ar gelaouenn Forbes en doa lakaet anezhañ e renkadur an aktourien paeet ar muiañ e 2014.
Ganet eo e Kembre da dud eus Bro-Saoz. D'e 13 vloaz e krogas da vat da vezañ un aktour brudet pa oa bet o c'hoari er film brezel gant Steven Spielberg anvet Empire of the Sun embannet e 1987.
Goude-se en doa kendalc'het gant rolloù penn pe rolloù a-eil e-pad 10 vloaz, ar roll diazez o vezañ al lazher a steudad (serial killer) Patrick Bateman er film du ha fent stadunanat American Psycho (2000) hag evel ar roll pennañ er film psikologel The Machinist (2004).
E 2005 e oa bet o c'hoari an dreistharoz Batman e Batman Begins hag en-dro e The Dark Knight (2008) ha The Dark Knight Rises (2012). Gwelet mat e oa bet e zoare da c'hoari an dudenn en trifezh, hag a zo chomet unan eus ar re o rastellañ ar muiañ a arc'hant en istor ar sinema.
Buhez personel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bale a zo bet o vevañ e Los Angeles abaoe ar bloavezhioù 1990. Ar vroadelouriezh stadunanat en deus. Bale a zo dimezet gant Sandra "Sibi" Blažić, un top model, e Las Vegas d'an 29 a viz Genver 2000. Ar c'houblad en deus bet ur verc'h hag ur mab. E 2000, Bale a zo deuet da vezañ mab-kaer ar benelourezh Gloria Steinem goude ma vije dimezet hi gant e dad. Tad Christian Bale a zo marvet e 2003 gant ur c'hrign-bev lymphoma.