Chosun Ilbo

Eus Wikipedia
Logo ar gazetenn Chosun IIbo

Chosun Ilbo (Hangul: 조선일보; hanja: 朝鮮日報; "Pemdeziek Korea") a zo unan eus teir c'hazetenn bemdeziek vrasañ Korea ar Su.
Krouet ez eo bet er bloavezh 1920 gant he c'hentañ prezidant Jo Jin-Tae, just war-lec'h emsavadeg ar 1añ a viz Meurzh 1919 a-enep dalc'hidigezh Korea gant Japan. Mirour eo he zu politikel.

Gant e embregerezh Digital Chosun e ra Chosun Ilbo war-dro al lec'hienn gelaouiñ Chosun.com, hag a ro tro da lenn a gazetenn en-linenn e saozneg, e sinaeg hag e japaneg.

Chosun.com a zo bet lakaet da lec'hienn-gelaouiñ gentañ Korea ar Su gant Rankey.com, al lec'hienn gorean enklask war ar rouedad.

Er gazetenn c'hall Courrier international ez adkaver troidigezh lod testennoù bet embannet e Chosun Ilbo.

Istor ar gazetenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouidigezh ar gazetenn 1919-1929[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Gwengolo 1919, c'hwec'h mizvezh goude emsavadeg vroadelour gorean ar c'hentañ a viz Meurzh enep dalc'hidigezh Korea gant ar Japaned ha da heul Disklêriadur dieubidigezh Korea e voe krouet ar "Gevredigezh unvaniñ evit seveniñ ar Chosun Ilbo" a oa he fal genel ar gazetenn Chosun Ilbo.
E miz Here 1919 e voe embannet splann palioù ar gevredigezh hag a-dreñv ar gazetenn da zont, "krouidigezh hag emled ur sevenadur nevez".

D'ar 5 a viz Meurzh 1920 e voe krouet ar gazetenn gant Jo Jin-Tae evel kentañ prezidant[1]. Ar gazetenn nevez-krouet a ro tro da lenn testennoù flemmus ha taer a-enep politikerezh ar gouarnamant korean tuet gant Japan.
Miz goude embannadur kentañ ar gazetenn, er pevare niverenn deiziadet d'an 28 a viz Ebrel, Chosun Ilbo a voe lakaet bec'h warni goude un destenn a save enep dimeziñ ret ar priñs Kim Yeong-chin gant ar briñsez japanaat Yi Pang-Ja (Ri Masako e japaneg).

Adal ar 15 a viz Eost ha donedigezh 1920 Yu Mun-hwan da zanvez prezidant Korea e krogas ar brezel etre ar gazetenn Chosun Ilbo ha kontrollerezh impalaeriezh Japan. Meur a wech e voe diembannet Chosun Ilbo goude un destenn digeriñ titlet « natur ar 27 a viz Eost », a roe da anavezout feulster an archerien genlabourerien d'an impalaeriezh japanat ha feulster lu Japan war goust ar Goreaned. Ar wech kentañ en istor ar c'hazetennerezh korean e voe ma oa weled un difenn embann ouzh ur gazetenn.
Tri devezh goude ma vije adroet ar gwir da embann e krogas un eil emgann etre ar gazetenn Chosun Ilbo ha kontrollerezh impalaeriezh Japan dre embannadur un destenn anvet « Perak ez eo bet diembannet hor gazetenn gant ar gouarnamant hollek ? » d'ar 5 a viz Gwengolo 1920. Ar gazetenn a voe nac'het he embann ur wech c'hoazh evit un mare didermen.

D'an 9 a viz Ebrel 1921 e voe dilennet Nam Gung-Hun da drede prezidant ar gazetenn Chosun Ilbo. Dindan e gemenn e voe tizhet milvet embannadur ar gazetenn d'ar 6 a viz Even 1923. Ar gazetenn a voe ouzhpennet dezhi ha d'ar strollad kazetennerien ur strollad skridaozañ d'an 28 a viz Even, talvoudus e voe dre ma tegasas un hent a-vicher.
D'an 22 a viz Gouere 1924 e voe un embann rannvroel eus Chosun Ilbo, 4 fajenn enni, e Kyungbok.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]