Charlez Gwennou

Eus Wikipedia

Charlez Gwennou (François Charles Marie Guennou e marilh ar boblañs), ganet d'ar 14 a viz Mae 1851 e Lezardrev ha marvet d'ar 7 a viz C'hwevrer 1915 e Vitry-sur-Seine, oa ur Breizhad aet da vevañ da gorn-bro Pariz.

Mab e oa da Erwan Gwennou, maltouter, ha da vMari-Jann ar C'holen. Labourat a reas evit an hentoù-houarn du-hont met kelenn brezhoneg a reas ivez da Vretoned Pariz ha skrivañ e-leizh a bennadoù e kelaouennoù evel Kroaz ar Vretoned, Ar Vro, L'Hermine. Gantañ e voe adaozet mister kozh « Buhez Santez Trifina », war c'houlenn Frañsez Jaffrennou.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Santez Trifina hag ar Roue Arzur, mister e pemp arvest, dibabet e meur a skrid koz, kempennet, nevezaet ha skrivet e rimou brezounek gant Ch. Gwennou, Montroulez, 1899.

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]