Charles Miossec
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv ganedigezh | Charles Noël Miossec |
Anv-bihan | Charles |
Anv-familh | Miossec |
Deiziad ganedigezh | 25 Kzu 1938 |
Lec'h ganedigezh | Lanhouarne |
Deiziad ar marv | 12 Ebr 2020 |
Lec'h ar marv | Landivizio |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker |
Lec'h labour | Pariz |
Strollad politikel | Rally for the Republic |
Prizioù resevet | Marc'heg al Lejion a Enor |
Charles Miossec (25 Kerzu 1938 – 12 Ebrel 2020) a oa ur politiker breizhat, bet maer Landivizio, kannad pempvet pastell-vro Penn-ar-Bed ha prezidant Kuzul-meur Penn-ar-Bed.
Ganet e voe Charles Miossec e Lanhouarne met e Pariz e voe desavet dre ma oa e dud o labourat eno. Goude studioù ekonomiezh e labouras evit an embregerezh Rhône-Poulenc. E 1963 e tistroas da Vreizh, da labourat e ti ar marc'hadour gwin Guével e Pleiber-Krist. Dilennet e voe e kuzul-kêr Logeginer-Sant-Tegoneg da gentañ. Dilennet e voe da gannad e 1978, war anv an RPR (Rassemblement pour la République), da guzulier kanton Landivizio e 1982 ha da vaer Landivizio e 1983. Prezidant Kuzul-meur Penn-ar-Bed e voe eus 1988 da 1998 ; er bloavezh-se e voe trec'het an tu-dehoù gant an tu-kleiz ha mont a reas Pierre Maille e penn an departamant.
Kuitaat a reas Miossec bed ar politikerezh e deroù ar bloavezhioù 2000 hag e 2002 e voe anvet da varc'heg el Lejion a enor. Mervel a reas gant ar c'hrign-bev e miz Ebrel 2020.