Ceann an Chairn
Neuz
Ceann an Chairn (Carnsore Point e saozneg[1]) zo ur beg-douar e gevred iwerzhon, e kontelezh Loch Garman.
Lakaat a reer ar beg-douar-se da verkañ bevenn su Mor Iwerzhon, e tu Iwerzhon. Etre Ceann an Chairn ha Penmaen Dewi, e Kembre, emañ Kanol Sant Jord, ar ganol-vor etre Mor Iwerzhon hag ar Mor Keltiek.
Moarvat ez eo al lec'h-se a voe anvet Ἱερον (Hieron, « beg-douar sakr ») gant Ptolemaios en e Zouaroniezh (Eil kantved goude J.K.).
E dibenn ar bloavezhioù 1970 en doa klasket gouarnamant Republik Iwerzhon sevel ur greizenn nukleel eno. Manifestadegoù e-leizh a voe graet ha sonadegoù bras bep hañv, e miz Eost, etre 1978 ha 1981, gant sonerien brudet evel Christy Moore. Dilezet e voe ar soñj gant ar gouarnamant, a-benn ar fin.