Mont d’an endalc’had

Cartouches Sologne

Eus Wikipedia

Cartouches Sologne zo un embregerezh kartouchennoù armoù-skoaz diazezet e Lamotte-Beuvron (Loir-et-Cher) abaoe 1997.

An embregerezh a zo bet savet e 1997 evit pourveziañ chaseourien ar vro gant kartouchennoù ral pe disheñvel o c'hargad poultr. Dibaoe e vez produet kartouchennoù skoet en o c'hreiz a bep seurt kalibr evit an armoù rizennet o c'hanol.[1] Abalamour d'an niver izel a gartouchennoù produet gante, d'o brud ha d'o friz e vez renket produioù an embregerezh e rummad ar munisionoù a rummad uhel. Ar boledoù chase emledus GPA zo bet ijinet gant an embregerezh. War-dro ur milion a gartouchennoù a broduont bep bloaz dindan kontrol ar CIP, evit ar chaseourien, an dennerien sport pe ar polis.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Gweladenn an embregerezh (lodenn 1 ha lodenn 2) war ar chadenn ispisializet Les armes et la science by Jérémy, miz Gwengolo 2023
  1. (fr) Société war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 11/05/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan